Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tolzennad aer a zilec'h en ur droidellat gant nerzh. [1878] [...] an avel-dro a vire ouc’h an tan da gregiñ em fennad gouloù. & Dre heveleb. Avel-sil. 2. Ent strizh Kelc'hwidenn. Un avel-dro spontus. Bezañ sunet gant un avel-dro. HS. korventenn.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

avel-dro

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tourbillon, auel tro

Pegeit e chomis semplet ? N’on ket evit her lavaret deoc’h. Me 'gred n’oan ket bet gwall bell, rak an avel-dro hag ar yenien a yoa e foñs ar puñs a dlee, e berramzer, divoudinellañ va fenn ha digas din va skiant-vat.

1878
Daveenn : EKG.II p.53

Evidon da vezañ dindan an douar, e rae avel-dro e foñs ar puñs, hag e voen, n’eo ket aes gouzout pegeit, oc’h esa kaout sklêrijenn ; an avel-dro a vire ouc’h an tan da gregiñ em fennad gouloù.

1878
Daveenn : EKG.II p.51

avel-dro

1927
Daveenn : GERI.Ern pg avel

Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.

1929
Daveenn : SVBV p.15

avel-dro a zo amañ

1931
Daveenn : VALL pg (il y a un courant d')air

avel-dro

1931
Daveenn : VALL pg (courant d')air (tourbillon)

avel-dro a ra amañ

1931
Daveenn : VALL pg (il y a un courant d')air

Ar wezennig-se eus rummad an Urticaceae a gresk buan-tre el lec'hioù bet distrouezhet ; dre-se eo skañv-tre ar c'hoad hag ar blantenn he-unan a zo bresk ivez, e doare ma vez drailhet ha diskaret aes-tre gant an avel[-]dro.

1985
Daveenn : DGBD p137

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial