Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Tamm danvez a lakaer da stankañ an dilhad toull pe roget. Gwechall e veze talfaset an dilhad, lakaet takon war dakon. [1955] Sed aze tolpadoù kouerien o barv abostol, gant ur mousc’hoarzh dibleg, gant daoulagad lemm-tre en o fenn, hag en-dro dezho brageier n’int nemet frezel war dakon, porpantchoù hir e krev dañvad gant ar gloan dindan hag al ler war c’horre, ul ler ken lous ha ken lufr evel pa vije bet libistret gant soav [...]. HS. peñsel, tapis. II. Dre skeud. Seurt koumoulenn. Pa welit un takon er c'huzh-heol, e lavarit diouzhtu : glav zo erru, ha dont a ra. & Divin. Takon war dakon ha gwri ebet morse : an oabl koumoulek.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

takon

1850
Daveenn : GON.II pg peñsel, pg takon (pièce, morceau qu'on met à un habit déchiré, à un bassin percé, etc.)

takonoù

1850
Daveenn : GON.II pg takon (pièce, morceau qu'on met à un habit déchiré, à un bassin percé, etc. Pl.)

Goloet eo e sae a dakonoù.

1850
Daveenn : GON.II pg takon (son habit est couvert de pièces).

takon

1909
Daveenn : BROU p. 426 (nous appelons takoun un remourrement de cuir ou de drap destiné à garantir le cou de pied contre le frottement des sabots)

Sed aze tolpadoù kouerien o barv abostol, gant ur mousc’hoarzh dibleg, gant daoulagad lemm-tre en o fenn, hag en-dro dezho brageier n’int nemet frezel war dakon, porpantchoù hir e krev dañvad gant ar gloan dindan hag al ler [sic, lêr] war c’horre, ul ler [sic, lêr] ken lous ha ken lufr evel pa vije bet libistret gant soav ; ha bez ’eus en o zreid pikoloù heuzoù a dap dezho betek o daoulin pe un doare solennoù plouz pe beilhenn gwez.

1955
Daveenn : VBRU p.42-43

Ofis publik ar brezhoneg