Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. (db. an dilhad, ar gwiadennoù) Lakaat, gwriat un takon. Gwriat ul lien-gouel freget, pe e dakonañ. Takonañ ur pezh dilhad kozh. HS. tammañ. 2. (db. ar mogerioù, an hentoù) Stankañ an toulloù zo enni. Ne oa ket kompez an hentoù evel bremañ ; pa vezent fall edo ar c'hiz d'o zakonañ, evel ur c'hrez dilhad. HS. talfasat, didoullañ, peñseliañ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

takoniñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rabiller

takoniñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg taconni

takonañ

1850
Daveenn : GON.II pg peñsélia, takona

takonet

1850
Daveenn : GON.II pg takona

Ha c'hwi a c'hello takonañ va lavreg ?

1850
Daveenn : GON.II pg takona (Pourrez-vous mettre une pièce à ma culotte ?)

Tremen a rae ar paourkaezh Lukumon un amzer spontus o takonañ gant peg skotch ar pajennoù tamm-tammiket anezhañ ; atav e veze d'ar Sul vintin e trailhe ar bajenn en doa ezhomm anezhi, ha neuze, bec'h war e chupenn, ma c'heller lavarout, da gaout un dubenn peg da renkañ.

1992
Daveenn : EAZB p.130

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial