I.
V.k.e.
A.
1. (db. al lec'hioù)
Lakaat aer fresk da zont en ul lec'h kloz.
Digeriñ ar prenester evit aveliñ an ti.
2. (db. ar c'hoarioù henvoazel, ar sportoù)
[1931] Sevel udb. pounner-tre, e zibradañ.
Aveliñ ar berchenn, pouezioù.
B. (db. an dud)
1. Mont da bourmen gant ub.
Mont da aveliñ e vugale.
&
Trl.
[1850, 1867, 1931, 1954, 1985, 2015] Aveliñ e benn : mont er-maez, da bourmen prl., evit diskuizhañ e spered.
Goude ur prantad labour e ra vad d'unan mont da aveliñ e benn.
[1850] Aet eo da aveliñ e benn.
[1867] Neuze e lavaras [ar breur] : - Va c'hoar, na ouelit ket, me ho ped ! Un tri dervezh hepken a vezo din a-walc'h da aveliñ va fenn.
[1878] A-wechoù, pa veze kouezhet an noz, e veze gwelet o vont e-unan a-hed an hentoù distro da aveliñ e benn.
[1949] E-lec'h chom da bleustriñ war e gentel, ur « Vuhez ar Sent », gant Bollandistiz [sic], er sal-studi, e oa pignet da aveliñ e benn en amc'houlou balzamek gwez tourmantin an dorgenn.
[1954] Ur wech hepken e c’hoarvezas gant Nikolaz Aleksandrovitch mont d’aveliñ e benn war zouar Bro-C’hall, da lavarout eo war ur sav-maen a ziwalle tu kleiz al lenn diouzh herr ha gourdrouz ar mor.
[2015] Graet hon eus-ni van da grediñ e oa o vale e-kichen ar chapel da noz da aveliñ e benn ha hennezh en deus kontet deomp ar pezh en deus gwelet.
&
Trl. skeud.
(db. ar merc'hed)
Aveliñ he lostenn : en em zifretañ oc'h ober kefridioù a bep seurt.
2. Dre skeud., pemdez
Na vezañ evit aveliñ ub. : kaout kaz outañ.
N'on ket evit aveliñ hennezh.
HS. gouzañv.
II.
V.g.
1. (db. ar boued, an diedoù)
Koll e vlaz.
Stouvañ ur voutailh betek-gouzout ez avelfe.
[1850] Stoufit-eñ mat, evit na avelo ket ar gwin.
2. (db. an dilhad)
Dont da vezañ fresk goude bezañ bet dispaket en avel.
Lakaat an dilhad da aveliñ.
3. (db. ar c'hezeg, an dud)
Brammañ, loufañ.
Aesaat a ra dezhañ pa vez tu dezhañ breugeudiñ pe aveliñ.
III.
V. dic'hour.
(db. an avel)
Ober avel.
Aveliñ a ra kalz er vro-mañ.
Daveenn :
GReg
pg aérer, éventer (exposer au vent)
aveli
aveli
1732
Daveenn :
GReg
pg aérer, éventer (exposer au vent), (s') éventer (prendre du vent, perdre sa force), éventer (divulguer, découvrir)
aveliñ ed
aveli ed
1732
Daveenn :
GReg
pg aérer (du blé, l'exposer à l'air), pg éventer (du blé, avec la pelle)
aveliñ
avéli
1850
Daveenn :
GON.II
pg avéli (Eventer, exposer au vent. Venter, faire du vent).
Aveliñ a ra kalz er vro-mañ.
Avéli a ra kalz er vrô-mañ.
1850
Daveenn :
GON.II
pg avéli (II vente beaucoup dans ce pays-ci).
Aet eo da aveliñ e benn.
Ead eo da avéli hé benn.
1850
Daveenn :
GON.II
pg avéli (Il est allé s'éventer la tête).
Stoufit-eñ mat, evit na avelo ket ar gwin.
Stoufit-héñ mâd, évit na avélô kéd ar gwîn.
1850
Daveenn :
GON.II
pg stoufa ou stouva (bouchez-la bien, pour que le vin ne s'évente pas).
Neuze e lavaras [ar breur] : - Va c'hoar, na ouelit ket, me ho ped ! Un tri dervezh hepken a vezo din a-walc'h da aveliñ va fenn.
Neuze e lavaraz [ar breur] : - Va c'hoar, na ouelit ket, me ho ped ! Eun tri dervez hep-ken a vezo d'in a-walc'h da aveli va fenn
1867
Daveenn :
MGK
p18
A-wechoù, pa veze kouezhet an noz, e veze gwelet o vont e-unan a-hed an hentoù distro da aveliñ e benn.
Avechou, pa veze kouezet an noz, e veze guelet o vont he-unan a-hed an hentchou distro da aveli he benn.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.299
Bemdez, pa bare an heol, aet he fried d’e labour, e lame pep gwreg yaouank an doenn-se da aveliñ al logig ha da reiñ hent da zont e pep korn da vannoù glanaus roue an Deiz.
Bemdez, pa bare an heol, aet he fried d’e labour, e lame pep gwreg yaouank an dôenn-ze da aveli al logig ha da rei hent da zont e pep korn da vannou glanaüs roue an Deiz.
1923
Daveenn :
SKET
p.96
avelañ
avela
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg avel
aveliñ
avelein
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg avel
aveliñ
aveli
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg avel
Sevel a ris a-ziwar va gwele hag ez is, a-gevret gant tri Vreizhad [sic] all da ober un droig e kêr : da aveliñ hor penn ha pa vefe ken.
Sevel a ris a-ziwar va gwele hag ez is, a-gevret gant tri Vreizad all da ober eun drôig e kêr : da aveli hor penn ha pa vefe ken.
1929
Daveenn :
SVBV
p.19
avelañ
avela
1931
Daveenn :
VALL
pg aérer
aveli
aveli
1931
Daveenn :
VALL
pg aérer, (soulever en l')air (en détachant du sol)
aveliñ e benn
aveli e benn
1931
Daveenn :
VALL
pg (prendre l')air (pour se reposer)
Pelloc'h war-du hanternoz, war hent Gwerleskin ez aen alies da aveliñ ma fenn war zismantroù kastell douar Rospelem a vije bet, gouez d'an hengounerien, unan eus ar c'hreñvlec'hioù startañ bro Poc'hêr.
Pelloc'h war-du hanter-noz, war hent Gwerliskin, ez aen alies da aveli ma fenn war zismantrou kastell-douar Ros-Pellem, a vije bet, gouez d'an hengounerien, unan eus ar c'hreñvlec'hiou starta bro Poc'her.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.17
Digoret he doa Palmira trumm hec'h aveler e framm-olifant, ha, kent en em aveliñ, he doa spinet flour chink ar manac'hig gant bevenn ar seiz limestra.
1949
Daveenn :
SIZH
p.50
E-lec'h chom da bleustriñ war e gentel, ur « Vuhez ar Sent », gant Bollandistiz [sic], er sal-studi, e oa pignet da aveliñ e benn en amc'houlou balzamek gwez tourmantin an dorgenn.
1949
Daveenn :
SIZH
p.47
Ur wech hepken e c’hoarvezas gant Nikolaz Aleksandrovitch mont d’aveliñ e benn war zouar Bro-C’hall, da lavarout eo war ur sav-maen a ziwalle tu kleiz al lenn diouzh herr ha gourdrouz ar mor.
1954
Daveenn :
VAZA
p.185
Mont a raen peurliesañ diouzh an abardaez, pa veze torret nerzh an heol ; evel ma oa ul lev da ober dre an aod em beze dres amzer evit mont diskabell evit aveliñ ma fenn ha kemer aer ar mor...
1985
Daveenn :
DGBD
p140
Graet hon eus-ni van da grediñ e oa o vale e-kichen ar chapel da noz da aveliñ e benn ha hennezh en deus kontet deomp ar pezh en deus gwelet.
2015
Daveenn :
EHPEA
p192
Notennoù studi
Roet e vez stummoù lec'hel e GON.II : "aouéliñ" (distaget "a-oué-liñ") e Bro-Dreger, "aéla" e Bro-Gerne hag "aouélein" e Bro-Wened.