Pellgargañ ar gerioù kar didalvoudegezh talvezout talvoudek talvoudekaat
Ar ger "kanienn", tost a-walc'h dre ar stumm hag an dalvoudegezh ouzh "cañon" pe "canyon" a vez graet gantañ e meur a vro, a zere eus ar gwellañ ouzh ar stankennoù-se.
Talvoudegezh espar e kave d'he fistilh lirzhin.
Ha moarvat, rak roet eo bet deoc'h ho lod skiant-prenañ gant an Aotrou Doue ; moarvat n'oc'h ket dic'houzvez eus talvoudegezh pennañ ar reolenn-se, a voe aozet gant furien, a anaveze ervat koustiañs ar venec'h.
Mar ne vije ket aet da anaon va c’henskoliad karet ar Paotr Juluen, a-du ganin e vije bet moarvat war ar c’hraf-se, ha kerkoulz-all brezhonegerien vat am eus anavezet du-hont : Efflamm an Henoret, da skouer, ur barzh yaouank eus Plistin, lazhet er brezel eildiwezhañ, ha breur henañ person Kemper-Gwezhenneg, an Aotrou Lec’hvien, ur barzh ivez, kalonek ha tener, bet taget gant an droug-skevent kent na zeuas a-benn da beurziskouez e dalvoudegezh.
Na Tachoires Gonzague, nag e genseurted, hini ebet n’en devoa klevet anv eus ar seurt traoù, ha digoriñ a raent o genou o welout bodet, lod war an tilher a-raok, lod all war an dunetez a-dreñv, Fallières, ar Ministr hag an ofiserien, hag i o sellout pizh ouzh un tamm beg-douar ne spurmanted warnañ netra a dalvoudegezh, nemet ur c’hozh kastell a-us d’ur porzhig dister.
Lennet am boa dirazañ meur a wech rimadelloù aozet ganin, e galleg eveljust [evel-just], traoù hep pouez na talvoudegezh, rak ken donezonet on da vezañ ur barzh hag ur silienn da vont da leanez, met digoriñ e c’henou a rae va mignon ouzh va selaou : « Bon Dieu de bois ! emezañ, ça rime à tout coup ! ... T'es pas la moitié d'un imbécile et j'serai foutre pas capable d'en faire autant ».
Ken stank ha grizilh e kouezhe war ar c’hlazenn dirak ar beorien santimoù ha gwenneien, ha d’ar c’houlz-se, kristenien, e vire c’hoazh ur gwenneg a netra e holl dalvoudegezh.
Ur miz dija abaoe derou an enklask e-touesk tud Plogoñv, Kledenn ar C'hap, Goulien ha Priveilh war dalvoudegezh ur greizenn nukleel
Ned eo Sassandra nemet ul lec'hig hep talvoudegezh, ha ned eo ket evit lezel pe gemer beajourien, na kennebeut evit kargañ marc'hadourezh, eo e chom al listri a-sav amañ (pe a-wechoù e Tabou, tostoc'h d'al Liberia), met evit kemer en o bourzh morianed a ouenn Krou, hag a vo karget da ober al labourioù tennañ e-keit ha ma vo al lestr gant e droiad er broioù tomm.
Berzh a reas Bigot, hep ket a var, ha talvoudegezh e labour a voe anavezet ha meulet e-maez Breizh.
Gant ar c'hinnig-se a-berzh ar Gomiseriezh Uhel ez eo anavezet talvoudegezh he studioù hag he labour. Reizh eo e soñjfe klask he chañs.
N'eus ket ur gwir preder anezhi e gwirionez, rak mirout a ra oute a gaout ijin, a neveziñ, a gaout douetañs, a soñjal hag a adsoñjal er pezh a reont. Kentoc'h ez eo ur preder otomatek ha ne soñj ket en dalvoudegezh ken.
Perc'henn oc'h d'un ti a zaou live gant ul liorzh hag ur poull-neuial en Ekali, d'ur genkiz en Enez-Paros, d'ur vag ezvourzh ha d'un dastumad taolennoù, meur a gant mil euro e dalvoudegezh.
Goude 1968 e oa bet krouet un aridennad implijoù sternidi a-renk etre gant goproù izel pe mat a-walc'h met un "dalvoudegezh" ouzhpenn dezhe.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
talvoudek