Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Zo bras e dalvoudegezh a-fet arc'hant. Arc'hant ha traoù all talvoudus. DHS. prizius. 2. A zegas talvoudegezh arc'hant. Had talvoudus. Ar gwinizh n'eo talvoudus nemet en douaroù mat. 3. A denner splet pe a c'haner tennañ splet anezhañ. Setu ul labour talvoudus evit ar vro. 4. (db. an dud) Zo perzhioù mat dezhañ, a vez ezhomm anezhañ. Un den talvoudus. 5. Spletus. Pegen talvoudus eo soñjal en dra-se ! & Trl. Bezañ talvoudus da : spletus. Talvoudus e vo din ho kompagnunezh.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

n'eo ket un dra talvoudus bras

1850
Daveenn : GON.II.HV pg talvouduz

an aket e pep tra a zo talvoudus

1850
Daveenn : GON.II pg aket

talvoudus

1850
Daveenn : GON.II.HV pg talvouduz

Brezel a zigoras ha, gwelloc'h evit den, / E tiskouezas anat eo an deskadurezh / Talvoudusoc'h evit danvez.

1867
Daveenn : MGK p124

Evit gwir, n’oant ket Priñsezed ha ne risklent ket o buhez evit ur Roue hag ur Rouanez ; mes ker c’hwek eo o buhez da ziv blac’h paour a Vreizh-Izel evel ma’z eo da ur Briñsez eus a Bariz, ha ken talvoudus e tle ar galon hag ar garantez a ziskouezer e-keñver ul labourer diwar ar maez, evel e-keñver ur Roue bras war e dron.

1878
Daveenn : EKG.II p.74

Er brezel, e ranker soñjal e pep tra, er c’holl kerkoulz hag er gounid, ha bezañ e tu da harpañ ouc’h [ouzh] ar c’holl kerkoulz ha da lakaat ar gounid da vezañ talvoudus.

1878
Daveenn : EKG.II p.103

Bep-eil ez aent da zibriñ. E-pad ma lonke lod, lod-all a zigore, a zivarc’he, pe a dorre, a daolioù bouc’hal, an armelioù evit klask enno arc’hant pe draoù all talvoudus.

1878
Daveenn : EKG.II p.82

Lazhañ ar re washañ a reas ha ne lezas o buhez nemet gant ar pep dinoazusañ, ar pep talvoudusañ anezho.

1923
Daveenn : SKET p.30

Degaser pep nevezenti dalvoudus, / Bevaer pep boaz mat en argoll, / Nerzhaer pep eneberezh, / Reizhaer leun a skiant hag a boell, / Hoaler pep lagad dre e gened, / Pep kalon dre e vadelezh, / Pep spered dre e furnez, / Pep ene dre e nerzh ; [...].

1924
Daveenn : SKET.II p.11

Janedig stad enni : mont d’ar maner, kaozeal gant an itron, c’hoarzhin gant an dimezell, labourat war danvez pinvidik, mezher talvoudus, seiz, satin !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.152

talvoudus

1931
Daveenn : VALL pg avantageux

A zo muioc'h : n'eo ket hepken evel brezhonegour, hogen ivez evel douarour eo en deus roet deomp alioù talvoudus.

1943
Daveenn : TNKN p9

Luchat a rae war-du an tamm paper talvoudus, mes ne luchas ket e-pad pell[-]amzer, rak Yann a astennas e zorn, ha dao ! e-barzh an armel.

1944
Daveenn : ATST p.103

Talvoudus-meurbet eo an dastumad anezhi, rak n'eus ket nemeur anezho e Breizh, peder d'an hirañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p60

Koñvers an houarn avat o vezañ troet da fall er bloavezhioù diwezhañ-mañ, ez eus bet divizet kas da gentañ al linenn etrezek Franceville, da glask tennañ gounid eta eus ar manganez (an uraniom ivez a zo war an tu-se, met ne vije ket bet ret kaout un hent-houarn evitañ !), met dreist-holl al linenn houarn, a zle bezañ digoret bremañ betek war-dro Booue, war an Ogowe, a vo eus an talvoudusañ evit diboullañ ar c'hefioù gwez betek porzh Owendo.

1985
Daveenn : DGBD p54

Ma vez moc'het tra pe dra gant stourmerien difeuls ez eo da gentañ peogwir e vez soñjet gante e vo talvoudus a-fed [a-fet] strategiezh da geñver gwanderioù an enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p67

E ken kaz ma rofec'h din un ditour bennak hag a c'hellfe bezañ talvoudus deomp.

2015
Daveenn : EHPEA p56

Kement tra a vo talvoudus dezhe evit bezañ mestr warnoc'h : ar mod o deus d'en em zerc'hel, o doareoù cheuc'h da gomz, o jestroù, met ivez o oad, o diplomoù, o dilhad...

2015
Daveenn : DISENT p139-140

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial