Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kaouad tan, tan bras graet war an oaled prl. Un tantad mat a dan. Ur pezh tantad a oa ganti en oaled. Un tantad a ris gant ar c'heuneud sec'h a gavis tro-war-dro. [1878] Evit merenniañ kement all a dud e oa ret kaout ur podad mat a yod ; hag evit aozañ ur podad mat a yod, eo ret kaout un tantad mat a dan. HS. goradenn. 2. Tan bras a enaouer er-maez da-geñver ur gouel. Ober a rejont un tantad evel da ouel Yann ha da ouel Pêr. Warc'hoazh emañ gouel Yann ! An tantad zo emberr enta.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

tantad S. Yann

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tantat (S. Ian)

tantad tan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg boufée de feu

tantad S. Yann

1659
Daveenn : LDJM.1 pg feu (de la S. Iean)

tantadoù

1732
Daveenn : GReg pg (grand) feu

tantad tan

1732
Daveenn : GReg pg (grand) feu

tantad

1732
Daveenn : GReg pg (grand) feu

tantad sant Yann, tantad-tan sant Yann

1732
Daveenn : GReg pg feu (de la saint Jean)

tantad

1850
Daveenn : GON.II pg tañtad

tantadoù

1850
Daveenn : GON.II pg tañtad

Evit merenniañ kement all a dud e oa ret kaout ur podad mat a yod ; hag evit aozañ ur podad mat a yod, eo ret kaout un tantad mat a dan.

1878
Daveenn : EKG.II p.69-70

Ervat o anavezomp : tantadoù a enaouent gant avaloù-pin ; gwrizioù ha louzaouennoù yec’hedus a glaskent ; bleunioù a gutuilhent d’o flezhenniñ e kurunennoù ha garlantezennoù ; ar bravañ amprevaned askellek a bakent ; krugelloù-merien a zispennent da gerc’hat vioù merien d’ar c’hilhog-gouez bras ha d’an evned all.

1923
Daveenn : SKET p.40

Rak, eus an tantad-meur-se, evel eus moell ur rod nav-skinek, en em vannas neuze dre holl zouar Manos an nav fennvennozh : frouezhusted douar, yec’hed chatal, kreñvder gwazed, kened merc’hed, paoted vugale, hinon amzer, distan glav, puilhded eien, gwrez heol.

1923
Daveenn : SKET p.57

Eñ eo ivez, gant e vab Medios, a enaouas kentañ tantad sakr a gement a voe bet c’hwezhet gant mabden biskoazh war ur grec’hienn, da guzh-heol, e nozvezh kentañ Samos.

1923
Daveenn : SKET p.56

War al leurennoù pavezet, kemeret ganto da baouezlec’h, brezelourien uhel-ventek, deut a vro an Teir-Stêr a zibenvest hag a hual o c’hezeg ; meskañ a ra ar gwragez hag ar vugale anezho en-dro d’an tantadoù ha, war an hent o kas d’an aven, Maponos a Geneta, o kenstouiñ o fennadoù-blev melen-aour, a stok, o divjod o pokañ an eil d’egile en ur c’hoarzhin.

1923
Daveenn : SKET P.15

Stignañ rouedoù a reont eus an eil menez d’egile, koulma geotennoù, toullañ trapedoù, enaouiñ tantadoù a geuneud glas ha gwall louzeier da sevel ur moged du, tev, mougus ha flaerius.

1924
Daveenn : SKET.II p.51

Eno e ri un tammig tantad gant lann ha raden sec’h… — Un tantad, Jarlig ?

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1027 (Gouere-Eost 1924)

Koshaet ar barner : bremañ ne dalveze dezhañ netra kement hag un tantad mat a dan war oaled e gambr, hag ur werennad flip en e gichen, war daolenn ar chiminal.

1925
Daveenn : BILZ2 p.163

Da welet 'm eus oc'h ispilhañ ouzh da vantilh / Jenoflennoù voulouz, / Gant ur spilhenn he fenn ruz-gwad, / Hag, em eurioù anhun, / Giz tantadoù en noz, / M' o gwelas o leskiñ ez plev.

1949
Daveenn : SIZH p.55

Na kaer al lies liv, ken e luc'h ar bed-mañ, Evel mil tantad foll.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

Gleb-teil e oant holl, krenañ a raent gant ar riv, ha kentañ tra a glaskjont ober a oa enaouiñ un tantad tan evit tommañ ha sec'hañ o dilhad.

1985
Daveenn : DGBD p135

Da Sul zoken, evit d'he hoal marzhusañ bezañ kuzhet, ha dezhi da venel nebeut darempredet, e skede ar straed, e kemm gant an ardroioù teñval, dres evel un tantad e-kreiz ur c'hoad.

2012
Daveenn : DJHMH p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial