Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Prantad ma teu war wel kentañ skleur an deiz a-raok ma vez savet an heol. D'an tarzh-deiz e sav bep beure. HS. gouloù-deiz. ES. digor-noz, peuznoz, serr-noz.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

tarzh-an-deiz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg point (du iour)

tarzh-an-deiz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg crepuscule

sterenn tarzh-an-deiz

1732
Daveenn : GReg pg (l') étoile (du matin, ou de l'aurore)

adalek tarzh-an-deiz, adalek ma vez goulaouet an deiz, ne baouez bede an noz

1732
Daveenn : GReg pg dès (le point du jour il ne cesse jusqu'au soir)

tarzh-an-deiz

1732
Daveenn : GReg pg aube (le point du jour, l'aurore, le crepuscule du matin, les nuées eclairées des rayons du Soleil, lors qu'il est a 18 degrez près de l'horison)

tarzh-an-deiz

1850
Daveenn : GON.II pg goulou-deiz, tarz-ann-deiz (le point du jour. l'aube du jour. l'aurore. le crépuscule du matin).

Bezit naet warnoc’h hag en-dro deoc’h : na stokit ho torn ouzh tra dic’hlan ebet ; en em walc’hit eus bleñchoù ho plev da sol ho treid, div wech bemdez, d’an deroù-noz ha d’an tarzh-deiz.

1923
Daveenn : SKET p.51

Bemnoz, war lein an tornaod e weljod daou vrezelour lugernus mentet-ramzel oc’h ober ged, en o sav ha diflach e-tal o mirc’hed gwenn, adalek an derou-noz betek an tarzh-deiz.

1923
Daveenn : SKET p.115

War e davig ez oa deut en enezenn, kent tarzh an deiz, da sellout ouzh gripedoù dourgon en doa antellet en derc’hent.

1923
Daveenn : SKET p.134

Paket ne hell bezañ nemet diwar-bouez eus las-bann, graet eus reun e vamm, hag a vefe bannet outañ d’an tarzh-deiz gant ur paotr gwerc’h en noazh.

1924
Daveenn : SKET.II p.21

tarzh-an-deiz

1931
Daveenn : VALL pg aube (point du jour)

tarzh-deiz

1931
Daveenn : VALL pg aurore

Da darzh-an-deiz e oant savet hag ur c'hardeur da c'houde o devoa kavet repu war ar plouz en un ti-skol.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Goude bezañ tremenet un nozvezh fall a-walc'h, e savan da darzh an deiz [da darzh-an-deiz].

1985
Daveenn : DGBD p146

Ofis publik ar brezhoneg