Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. Obererezh tarzhañ. Tarzh ar gwagennoù war ar reier. Tarzh ur vombezenn, un obuz. 2. [1732, 1909] Roc'h er mor a darzh ar gwagennoù outo. & Kerreg-tarzh. 2. YEZHON. Kensonenn darzh : kensonenn a zistager dre lakaat an aer da darzhañ er genoù. 3. DANVEZ TARZH : meskad danvezennoù a c'haller lakaat da darzhañ dre wered un taol pe ur fulenn-dan. B. Dre ast. 1. Trouz bras ha trumm. Tarzh ar gurun. 2. Sked. Tarzh ur steredenn. & Dre skeud. Tarzh ar braventez. C. Dre skeud. Deroù. Tarzh al lanv. Tarzh ar mor : tarzh al lanv. & Tarzh an deiz : ar sav-heol. Sevel kerkent ha tarzh an deiz. Tarzhig an deiz. & Tarzh ar vuhez. II. G. A. 1. Tarzhadenn. E-tro ar mintin e talc'h an tarzhoù, dek, ugent war un dro. Un tarzh kanol. 2. (db. ar gurun) Talm. Bezañ dihunet gant un tarzh. 3. Sked. Ar steredenn a lintras gant un tarzh ken kaer. Tri zarzh aour a zeue eus ar steredenn. En un taol un tarzh sklêrijenn a lintr en-dro dezhi. 4. Kementad-mañ-kementad a zanvez tarzh dalc'het en ur c'holoenn a lakaer da strakal (evit faoutañ mein da sk.). 5. Dre fent Bramm. B. Dre ast. 1. (db. ar mor) [1924] Seblantout a eure dezhañ, en mesk inoenn an tarzhioù-mor, gwelet peñseoù o tont d’an daze. [1985] Gwagenn koeñvet a zeu da darzhañ. [1985] Tarzhioù o lammat war ar c'herreg en ur eonenniñ. Ur mell tarzh. & Mor a dri zarzh : mor rust. 2. (db. ar maen) Frailh, faout, skarr. N'eus na toull na tarzh er roc'h-mañ. 3. Ec'honenn strizh zo etre un nor - ur prenestr - kornzigor hag ar stern a zalc'h anezhi. Sellet dre darzh an nor. Reiñ un tarzh d'ar prenestr. HS. gwask. 4. Lec'h tremen en ur c'hleuz. Na gavan na toull na tarzh er c'hleuzioù. DHS. ribin. C. Trl. Un tarzh bras a : ul lodenn vras a. Tagañ a rejont kêr hag a zistrujas un tarzh bras anezhi. Paseet o deus un tarzh bras ag an noz o koroll. & Un tarzh bras a : ur c'hementad bras a. Mervel a reas un tarzh bras a dud. D. 1. Tarzh-avel : barrad-avel. Evel un tarzh-avel en em gavas em zi. 2. Tarzh-gouloù-deiz : tarzh-deiz. 3. Tarzh-maen : darn maen distag.

Skouerioù istorel : 
29
Kuzhat roll ar skouerioù

tarzh

1499
Daveenn : LVBCA p191

tarzh an deiz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg crepuscule

tarzh ar mor

1732
Daveenn : GReg pg flux (Le commencement du flux.)

adalek tarzh an deiz, adalek ma vez goulaouet an deiz, ne baouez bede an noz

1732
Daveenn : GReg pg dès (le point du jour il ne cesse jusqu'au soir)

tarzhioù

1732
Daveenn : GReg pg éclat (de bois, non détaché)

tarzh

1732
Daveenn : GReg pg brisant (rocher où se brisent les flots de la mer, & les vaisseaux), éclat (de bois, non détaché)

tarzhoù

1732
Daveenn : GReg pg brisant (rocher où se brisent les flots de la mer, & les vaisseaux)

maen tarzh

1732
Daveenn : GReg pg casse-pierre (plante, qui vient au bord de la mer)

tarzh avel

1732
Daveenn : GReg pg coup (de vent sur mer, grain)

meur a darzh a zo er voger

1850
Daveenn : GON.II pg tarz

un tarzh kurun eo en deus e spontet

1850
Daveenn : GON.II pg tarz

tarzh mammoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tarz (-mammou)

tarzh

1850
Daveenn : GON.II pg didarz, didarzidigez, tarc'h, tarz

tarzh

1850
Daveenn : GON.II pg tarc'h, tarz

tarzhioù

1850
Daveenn : GON.II pg tarz

Ker buan, evel pa vije bet Doue e-unan o lavaret dezhañ e lavare gevier, e tirollas un tarzh kurun ker gwazh, ma kouezhas, gant ar stroñs, tri pe bevar maen diwar beg pignon an iliz a yoa dirazo, hanterziskaret.

1877
Daveenn : EKG.I. p.58

tarzh

1909
Daveenn : BROU p. 428 (brisant)

E tarzh kentañ an Amzer, e pennderou an Traoù, n’oa na douar, na mor, nag aer, na heol, na loar, na stered. Tri bed avat a oa.

1923
Daveenn : SKET p.26

Leuniet e veze ar vag bep ar mare gant an tarzhioù. Kadra ha Daga a vennas he goullonder.

1923
Daveenn : SKET p.109

War e davig ez oa deut en enezenn, kent tarzh an deiz, da sellout ouzh gripedoù dourgon en doa antellet en derc’hent.

1923
Daveenn : SKET p.134

En unan eus an emgannoù-se, ma voe peurziskaret ennañ beli ar Skaled war ar vro, e kouezhas an nav rener pennañ anezho, hag e voe o roue-meur, ur ramz euzhus anvet Turos, lazhet gant Lugus, mab Moranos, ur brezelour yaouank kaer evel an heol en e darzh, ar yaouankañ eus bagad Nemetos.

1923
Daveenn : SKET p.126-127

War an tevenn-se eo en em zastument bemdez kent skleurenn ar gouloù-deiz da veuliñ tarzh kentañ an heol dre o c’han, bouderezh o c’hornioù hirgamm ha hesonerezh o zelennoù (2).

1923
Daveenn : SKET p.94

Seblantout a eure dezhañ, en mesk inoenn an tarzhioù-mor, gwelet peñseoù o tont d’an daze.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1026 (Gouere-Eost 1924)

e tarzh ar vuhez

1931
Daveenn : VALL pg aurore

tarzh an deiz

1931
Daveenn : VALL pg aube

Muzuliet e vez an amzer tremenet etre tarzh un tenn-fuzuilh, da skouer, ha distro an trouz adalek ar goueled betek al lestr.

1943
Daveenn : TNKN p12

Er c'hoad bras, da darzh ar mintin, / Prim dihunet gant mouezh sklintin / Lapousedoù laouen Doue, / ' Klevis kuzul ha komplidi / Gant ar strollad uhelidi / ' Ren hon arme 'vit ar Roue.

1960
Daveenn : PETO p62

Goude bezañ tremenet un nozvezh fall a-walc'h, e savan da darzh an deiz.

1985
Daveenn : DGBD p146

Un tammig pelloc'h e teu an aod da vezañ roc'hellek, hag e weler an tarzhioù o lammat war ar c'herreg en ur eonenniñ : ne ve ket brav kaout ezhomm da vont en aod amañ !

1985
Daveenn : DGBD p15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial