Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (gant ur bennlizherenn-dal) 1. Kelennadurezh Jezuz-Krist. Prezeg an Aviel. 2. Pep hini eus levrioù ar Bibl m'eo displeget buhez ha kelennadurezh Jezuz-Krist. Levr an Aviel. Ar pevar Aviel : hini sant Yann, sant Vazhev, sant Mark ha sant Lukaz. & Darn eus al levr-se a lenner pe a ganer e-kerzh un oferenn. Lenn, kanañ an Aviel. 3. Aviel Fask : pennad eus an Aviel a lenner en oferenn da Sul Fask, zo anv ennañ eus dasorc'hidigezh Jezuz. & Aviel-Bleunioù : pennad eus an Aviel, a lenner en oferenn da Sul ar Bleunioù, zo anv ennañ eus degemer Jezuz e Jeruzalem, eizhtez a-raok Pask. Dont gant bokedoù beuz da glevet an Aviel-Bleunioù. II. Dre heveleb. (gant ul lizherenn-dal vihan) Oberenn a gaver enni ur gelennadurezh, ur gredenn start. Skridoù Karl Marx, aviel ar gomunourien.

Skouerioù istorel : 
28
Kuzhat roll ar skouerioù

aviel

1499
Daveenn : LVBCA p30 (euangile)

aviel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Euangile, aviel

aviel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Euangile

En ivern e vezo gouelvan ha grigoñs an dent, hervez aviel sant Vazhe.

1732
Daveenn : GReg pg grincement (Dans l'enfer il y aura des pleurs & des grincemens de dents, dit S. Math.)

ar gwenvidigezhioù pe eus a re e prezeg an aviel

1732
Daveenn : GReg pg (les) beatitude(s, dont parle l'evangile)

ned eus nemet Doue a vez mat ; eme hon Salver en Aviel, hervez Sant Vazhev, chabistr naontekvet

1732
Daveenn : GReg pg (il n'y a que Dieu seul qui soit) bon

prezeg an aviel dindan e birilh ha fortun

1732
Daveenn : GReg pg confesser (publier, soûtenir l'Evangile la premiere des veritez)

ar c'huzulioù santel eus an Aviel

1732
Daveenn : GReg pg (les) conseils (Evangeliques)

Neb piv bennak, eme an aviel, a c'hoanta kaout gwreg e amezeg, hennezh en deus dija kometet en e galon avoultriezh ganti.

1732
Daveenn : GReg pg (celui qui) convoite (la femme de son prochain, a déjà commi avec elle adultere dans son coeur, dit l'Evangile)

an aviel-sakr a ordren d'ober ar gentel gristen d'e vreur e Doue

1732
Daveenn : GReg pg (la) correction (fraternelle est commandée par l'Evangile)

ordrenet eo gant an aviel-sakr ober ur c'horrij a vreur d'e nesañ

1732
Daveenn : GReg pg (la) correction (fraternelle est commandée par l'Evangile)

an aviel benniget a c'hourc'hemenn deomp korrij hon hentez gant karantez vras, etre Doue ha ni

1732
Daveenn : GReg pg (la) correction (fraternelle est commandée par l'Evangile)

prezeg bep sulvezh hervez an aviel an deiz

1732
Daveenn : GReg pg (prêcher la) Dominicale

a aparchant ouzh an aviel

1732
Daveenn : GReg pg évangelique

ar c'huzulioù eus an aviel evit bezañ parfet

1732
Daveenn : GReg pg (les conseils) Evangeliques)

eus an aviel, hervez an deskadurezh eus an aviel, hervez an aviel

1732
Daveenn : GReg pg évangelique

touet war an aviel sakr

1732
Daveenn : GReg pg (jurer sur les saintes) evangiles

lezenn an aviel ha hini Moizez

1732
Daveenn : GReg pg grace (La Loi de grace, & la Loi de rigueur.)

An dra-se a lenner en aviel.

1850
Daveenn : GON.II pg aviel (On lit cela dans l'évangile).

aviel

1850
Daveenn : GON.II pg aviel (Evangile, la loi et l'histoire de Jésus-Christ. Cette partie des évangiles que le prêtre lit ou chante à la messe).

Piv en deus kanet an aviel hiziv ?

1850
Daveenn : GON.II pg aviel (Qui est-ce qui a chanté l'évangile aujourd'hui ? )

avieloù

1850
Daveenn : GON.II pg aviel (Evangile, la loi et l'histoire de Jésus-Christ. Cette partie des évangiles que le prêtre lit ou chante à la messe. Pl.)

Daoust ha sant Per, hag en doa ranket gwechall kaout e c’halloud da brezeg an Aviel digant an Impalaer a yoa d’ar mare-se e Rom ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.5

Choaz a rejont Lun ar "Rogasionoù, abalamour", en Aviel an deiz-se, Jezuz-Krist a lavar : "Goulennit hag e vezo roet deoc’h". Hogen ezhomm bras o doa an holl eus a drugarez an Aotrou Doue.

1877
Daveenn : EKG.I. p.157-158

aviel

1927
Daveenn : Geri.Ern pg aviel

Evidon-me, bugel, kement tra a oa merket el levr burzhudus-se a oa gwirionezioù Aviel.

1944
Daveenn : EURW.1 p41

Aviel Hor C'hrist Mat 'N em ginniget d' E Dad Evit hon lemel holl ervat Diouz[h] kraban griz an ifern yud.

1960
Daveenn : PETO p21

An doksa a rae Pierre Bourdieu deus an aviel-se : ur brezegenn graet gant tud ar galloud evit souten tud ar galloud.

2015
Daveenn : DISENT p116

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial