Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Rag. dizalc'h 1. Rag. gour ren (dirak ur v. er st. kad.) Raganv ren an eil gour unan. Te a vo skuizh araozon. 2. G. pouez. toniet (dirak ur v. er st. nac'h pe war-lerc'h ur v.) Ger a greñva an eil gour unan. Te ne gredez morse ar pezh a lavarer dit. Ha gouest out da gompren, te ? 3. Raganv a verk, e meur a zegouezh, an eil gour unan. Te eo ? Bez' e oac'h eno, Yann ha te. Te ha da vugale am boa gwelet dec'h. & Te da-unan: te end-eeun. Kavet ec'h eus diskoulm ar gudenn te da-unan. II. Impl. da ak. Komz, kaozeal dre "te" ouzh ub., mont dre "te" gant ub., lavaret "te" da ub. : ober gant an eil gour unan pa gomzer outañ. Ne gomz morse dre "te" ouzhin. Boas on da lavaret "te" dezhi.

Skouerioù istorel : 
31
Kuzhat roll ar skouerioù

te

1499
Daveenn : LVBCA p192 (toy)

[«] Hag evit-se kement ger zo a dle bezañ koñfermet gant daou pe dri dest, pa ve te a ve un ael, pe a ve ur vertuz selestiel[. »]

1576
Daveenn : Cath p10

Neuze, an impalaer, leun a frenezi, a lavaras dezhi : « Choaz unan a zaou : daoust dit pe te a sakrifio hag ez vevi ha pe [te] a anduro tourmañchou iskis ha ma vezi distrujet[ ? »]

1576
Daveenn : Cath p19

[«] Hag an holl doueoù-se, pere a enorez na c'hellont sikour na te na neb o fed, am eus an holl disprizet[. »]

1576
Daveenn : Cath p9

pe laz dit-te

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pe (laz di-de)

te

1659
Daveenn : LDJM.1 pg toy

te az a

1732
Daveenn : GReg pg aller

me a gra ha te a gra

1732
Daveenn : GReg pg agir

te a ya

1732
Daveenn : GReg pg aller

te eo : eñ eo

1732
Daveenn : GReg pg ce (c'est toi : c'est lui)

ned eo ket te eo

1732
Daveenn : GReg pg ce (n'est pas toi)

me am beze bet; te ez peze bet ; te az peze bet ; eñ en defe bet ; eñ en devez bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (j'aurois eu ; tu aurois eu)

me a ra ha te a ra

1732
Daveenn : GReg pg agir

te

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

petra a lavarez-te ?

1850
Daveenn : GON.II pg té

Hi, te ha ma a oa en iliz, pa zeuas ar glav.

1850
Daveenn : GON.II p.66

Te, da vreur ha me a yelo war ar maez.

1850
Daveenn : GON.II p.79

te

1850
Daveenn : GON.II pg éz, id, té

te ha me

1850
Daveenn : GON.II pg té

te a ra

1850
Daveenn : GON.II pg té

te da-unan

1850
Daveenn : GON.II pg té

Te, sakrist, kae d’ar c’hav, ha, pa c’houzout an doare, digas deomp ar pezh a zo a wellañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.123

Sell, Job, kred ac'hanon, te ha me ac'h anve neubet-kaer a dra er Politik !

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Mar am eus anveet ur bugel da gaout ur garante an denerañ evit e vamm, eo te, hag a-dra-sur !

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

parlant dre de, dre c'hwi

1909
Daveenn : BROU p. 230 (tutoyer, voussoyer)

Tao ! tao ! bihanig, / Ha me a gano dit, / Na da c’hortoz da vammig / Da reiñ bronnig dit. / Da vammig ’zo dañserez, / Da dadig ’zo mezvier, / Ha te ha me, bihanig, / A ranko chom er gêr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924)

te am gwel

1927
Daveenn : GERI.Ern pg am2 (tu me vois)

ker pinvindik ha te

1931
Daveenn : VALL pg aussi

– « Petra, mamm, te 'oar se ivez ? » – « Ya, me 'gred me 'm eus klevet alies a-walc'h ar rimoustadennoù-se ».

1944
Daveenn : EURW.1 p41

- Te 'zo va aveler, emezi, neuze, yaouankiz en he lagad. Reiñ a reas dezhañ un taolig en-dro gant he benvegig splann ha bresk e-giz eskell ur valafenn.

1949
Daveenn : SIZH p.50

Ma ne ra netra deoc'h, it dre te ouzhin. Ar c'hwial ne blij ket din, lakaat a ra ac'hanon diaes.

2015
Daveenn : EHPEA p319

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial