Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

G. pouez. didon (goude ur v., un ar. displ. pe un anv -ur rag.- degaset gant ar g. perc'h. "da") Ger a greñva merk an eil gour unan. Ne zisplegez-te morse da soñj. Dit-te e oa bet lavaret an dra-se. Setu da gambr-te.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

[«]Hogen bremañ me c'houlenn ouzhit : pe da dra [da betra] ec'h eus-te asamblet kement-mañ a bobl en ven evit azeuliñ ar sotoni a'n idoloù ?[»]

1576
Daveenn : Cath p6

pe laz dit-te ?

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (que t'en)c'haut-il

pe vern dit-te ?

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (que t'en)c'haut-il

en da andred-te

1732
Daveenn : GReg pg envers (Envers toi.)

Peurc’hraet ez pezo-te abred ?

1850
Daveenn : GON.II p.86, livre second, « Auras-tu fini de bonne heure ? »

Hag eñ a lavaras dezhi : Piv out-te ? Hag hi a lavaras : Me eo Ruth da vatezh ; astenn da ballenn war da vatezh, o vezañ ma'z out kar-nes dezhi.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.104, Buez Ruth.

« Ha gouzout a rez-te petra zo da ober ? »

1867
Daveenn : MGK p54

« Deus amañ, te kozh paotr ! plac’h lous ; kae-te du-hont ! »

1867
Daveenn : MGK p75

— Sell, digas a rez da soñj din hor boa dec’h da noz lavaret gwall draoù diwar-benn Ester ; deomp da c’houlenn diganti pep a damm kig ha bara, ha da evañ, d’hon tro, ur voutailhad eus ar gwin a oa deuet ganen eus a Vourdel, er blavezh m’oas-te dimezet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.229

Ya, ya, Roparzh Mengi. Te eo ec’h euz savet an taol-mañ, dit-te eo d’e gas da benn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.198

Pebezh den out-te, Prat, eme ar soudarded a-unan ! Setu amañ penaos e tlefe an holl ober da dud hag o deus kuitaet o bro evit dont d’o diwall a-enep falskredennoù ar veleien diskiant !

1877
Daveenn : EKG.I. p.223

Da hemañ, anezhañ danvez kile o buhez, danvez o fried, e kinnigent an aval melen-ruz edont o paouez kuntuilh : « E kement lec’h ma vezi-te, Karêios, e vezin-me, Karêia. »

1923
Daveenn : SKET p.68

Ha gant he gwallgalonad, re dezhi, c’hwerv ha brouezet, e stagas : « Ar gwerc’hezed a oa gouestlet dit, az servije leal, karantezus, hag a [z]leje bezañ ker d’az kalon, ha n’helles-te ket o difenn ? [...]".

1923
Daveenn : SKET p.111-112

— Penaos, mic’hieg, foreant zo ac’hanout, o laerezh out bet, ne peus-te ket a vezh ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

— Goût a ran, met bugale all a oa eno, ne oas-te ket, moarvat, da-unan, hag anavezout mat a rez-te ar re all. Lavar piv int ?

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.895 (Miz Ebrel 1924)

Gwelit ’ta, figus an aotrou, mar plij ; heugiñ na rez-te ket dirak ar c’hig-berv ? Kig-berv da ur fri lous evel da hini-te !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1090 (Here 1924).

— Piv out-te, eme ar ramz, hag a belec’h e teuez ?

1924
Daveenn : SKET.II p.42

Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

- Ha gouzout a rez, te, petra eo an dra-se, Karout ? Mousc'hoarzhin a reas al lean, didroidell. - Moarvat ! P'eo ar Garantez lezenn bennañ an Aotrou Krist, hor Salver.

1949
Daveenn : SIZH p.50

Kavout a rez-te gwelloc'h c'hoari an tarv en ur borselenerezh.

2015
Daveenn : EHPEA p22

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial