Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
22
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Soner telenn. Unan eus brasañ telennourien Breizh eo Alan Stivell.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

telenner

1850
Daveenn : GON.II pg télénner

telennerien

1850
Daveenn : GON.II pg télénner

telennerez

1850
Daveenn : GON.II pg télénnerez

telennerezed

1850
Daveenn : GON.II pg télénnerez

Pedet e vez gant ar vrezelourien kent mont d’an emgann, gant ar varnerien kent diskuliañ o barnadenn, gant ar vicherourien kent deraouiñ o labour, gant an danevellourien, ar werzaouerien, an delennerien kent displegañ o ijin, gant ar vezeged dirak gwele ar glañvourien, gant ar veleien hag al lidlazhourien-sakr en nevedoù, gant an arerien o voulc’hañ irvi hag ar vederien o troc’hañ ed.

1924
Daveenn : SKET.II p.5 (+ p. 147 "Da reiz[h]a[ñ]" : P. 5, lin. 4, lemel ar virgulenn goude « (ar) vrezelourien »").

[A]rabat eo, e-mesk an noblisite , kaout an aer da anavezout unan eus ar servijerezed, ha pa vefe telennourez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.170

A Vro-Gembre e oa deuet war-dro hanter-kant barzh ha barzhez, renet gant an Arc'hdrouiz Houva-Mon, Cadvan, Cochvarv, Eivionydd, an drouizez koant Gwyneth Vaughan, ha kalz a delennourezed.

1944
Daveenn : EURW.1 p.176

Trugarez dit da vezañ moullet ma spered en ur moull ken akord gant gwir spered an drouized wenn hag an delennerien c'hlas.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial