v.k.e.
1. GOUNEZ.
Degas teil, douar-teil, glasvez, danvezennoù kimiek kenaozet en douar evit kreskiñ e strujusted.
Temzañ ur park. Temzañ an douar.
DHS. teilañ, trempañ.
HS. drusaat.
2. Degas temz-boued en ur meuz.
Temzañ ar c'hig. Temzañ ar saladenn.
3. Dre ast.
Eouliañ, lardañ.
Temzañ ar billig.
4. (db. ar metaloù, ar c'hendeuzadoù)
Soubañ (ur metal) en ul liñvenn yen pe yenoc'h egetañ.
Temzañ an houarn, an dir.
5. Dre skeud.
Levezonañ.
An uvelded a zle temzañ hon holl oberoù.
Evit temziñ pep douar da reiñ ar gwellañ traoù / Nebeut a dra ve ret, ma karfe pep aotrou / Tennañ kresk, komision diwar bep koumanant, / Kaout truez oc'h an tieg hag oc'h e yalc'h damant, / Lezel an aotrou Doue da reiñ glav pe avel, / Derc'hel sioul e c'henoù hag e galon izel.
Evit temzi pep douar da rei ar gwella traou / Nebeud a dra ve red, ma karfe pep aotrou / Tenna kresk, komision diwar bep koumanant, / Kaout truez oc'h ann tiek hag oc'h he ialc'h damant, / Lezel ann Aotrou-Doue da rei glao pe avel, / Derc'hel sioul he c'henou hag he galoun izel.
1867
Daveenn :
MGK
p95
E lec’hiennoù, koulskoude, a-hed ar stêrioù hag en arvor e-lec’h m’ez eus enezennoù da andorenniñ ouzh an donvor, e kaver lec’hidoù strujus-kenañ, ma c’heller gounit edeier enno e-pad kant vloaz hep ezhomm ebet da demziñ (1).
E lec’hiennou, koulskoude, a-hed ar stêriou hag en arvor e-lec’h m’ez eus enezennou da andorenni ouz an dounvor, e kaver lec’hidou strujus kenan, ma c’heller gounit edeier enno e-pad kant vloaz heb ezomm ebet da demzi (1).