Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. (db. ar metalioù, ar c'hendeuzadoù) Disoc'h an temzadur. Temz ul lavnenn : he c'haleter. B. Dre skeud. 1. (db. an danvezioù) Dalc'h un danvez n'eo na liñvel na kalet. Temz vat zo en toaz krampouezh. 2. (db. an dud, al loened) Temz-spered. Temz vat zo en den-se. Temz e spered. 3. Temz-korf, temz-yec'hed : anien a-fet korf pe yec'hed. C. GOUNEZ., LIORZH. Nep danvez (teil, bezhin, danvezenn gimiek, h.a.) a lakaer en douar evit e strujusaat. Re a demz a lakaont en o douar. Fuilhañ, skuilhañ temz war ar maiz. & Temz-atil : da strujusaat an atil. Temz-ludu : ludu implijet da strujusaat an douar. DHS. ludu. II. G. 1. Temz-spered dibar d'un den. Ha kordañ a ray hon temzoù ? 2. Danvez resis a zrusaer an douar gantañ. War e foenneier e lakae gwano, un temz burzhudus o tont eus Chile. Temzoù kimiek. HS. tremp. 3. Dre skeud. Komzoù trenk. Temzoù divalav. 4. Temz-boued. [1954] [...] aozañ e voued sasunet gant pebr ruz, jinjebr, avaloù-pebr ha me oar peseurt temz an diaoul [...].

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

temz flour

1732
Daveenn : GReg pg (complexion) delicate

un temz mat a zen eo Kaourintin

1732
Daveenn : GReg pg (Corentin est d'une bonne) complexion

sempl eo an temz anezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (il est d'une faible) complexion

an temz eus an den a ro alies dezhañ al lusk entreze ar vis, pe ar vertuz

1732
Daveenn : GReg pg (le vice & la vertu dependent en partie de notre) complexion

al lañs da heul ar vis pe da bratikañ ar vertuz a zeu alies a-berzh an temz eus a bep den

1732
Daveenn : GReg pg (le vice & la vertu dependent en partie de notre) complexion

temzioù flour

1732
Daveenn : GReg pg (complexion) delicate

un temz mat a aer

1732
Daveenn : GReg pg air

temz

1732
Daveenn : GReg pg complexion (disposition naturelle du corps)

temzioù

1732
Daveenn : GReg pg complexion

temz korf den

1732
Daveenn : GReg pg complexion

temz mat

1732
Daveenn : GReg pg (bonne) complexion

temz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tempz (s.f. épice, substance aromatique dont on se sert pour assaisonner les viandes).

temzioù

1850
Daveenn : GON.II pg temps (trempe, état de ce qu'on imbibe, comme linge, etc., de ce qu'on trempe, comme le fer, l'acier, etc. il s'emploie aussi pour tempérament, complexion. Pl.)

Un temz mat a zo en den-se.

1850
Daveenn : GON.II pg temps (cet homme a un bon tempérament, il est d'une bonne trempe).

temz

1850
Daveenn : GON.II pg temps (trempe, état de ce qu'on imbibe, comme linge, etc., de ce qu'on trempe, comme le fer, l'acier, etc. il s'emploie aussi pour tempérament, complexion).

Roit un temz mat dezhañ.

1850
Daveenn : GON.II pg temps (donnez-lui une bonne trempe).

Hirie na gomzin dac'h nemet eus an temz neve[z] a ve[z] groet ane[zh]añ "kaoc'h-houarn fosforet" ("scories" en gallek). Unan eus hon mignoned an neus bet ar vadelezh da skrivañ dimp diwar se un diviz a gavfet pelloc'hik.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Er gouennoù-se e vez ar merc’hed gaouiat-dreist ha ganas ha n’heller ket fiziout enno dre m’o devez temz orgedus ar givri ha divezhded ar c’hiezed.

1923
Daveenn : SKET p.100

Druz ha frouezhus, an douar, hep teil na temz, a daole greun e-leizh.

1923
Daveenn : SKET p.66-67

temz

1931
Daveenn : VALL pg amendement (de la terre), assaisonnement

temzioù

1931
Daveenn : VALL pg amendement (de la terre)

temzioù raz

1931
Daveenn : VALL pg amendement (calcaires)

Amañ, n'anavezen den ebet koulz lavarout, nemet tiegezh ar Gagien, hag ar C'havalier-se, a oa un divroad, un estrañjour ; daoust ha kordañ 'rafe hon temzoù ?

1944
Daveenn : EURW.1 p78-79

C’hoant bras hon divije bet da chom kalz pelloc’h c’hoazh e Fort-de-France, dreist-holl neb en devoa kavet ur wreg diouzh e c’hrad, ur wreg ma ’z oa dimezet ganti, evel ma lavarer, e penn ar bern plouz, un Doudou du pe vrizhwenn hag a rae evit he faotr kement tra en he galloud evit ur bennozh Doue : kannañ e gouez (1), aozañ e voued sasunet gant pebr ruz, jinjebr, avaloù-pebr ha me oar peseurt temz an diaoul (kement ha ken bihan ma veze dalc’hmat gwad ar paour kaezh o virviñ en e wazhied) hag evel[-]just deiz ha noz e tizkoueze d’he gwaz pegen start e oa karet ganti.

1954
Daveenn : VAZA p.93

Un draig evelkent am eus merzet : ne vez ken kavet dre amañ kemend-all a oristaled, paotred ha merc’hed sebezus-tre, ha gwazh a se, rak paour kaezh tud ar peurliesañ, lakaat a raent evelato temz ha pebr en ur vuhez a-wechoù gwell [gwall] divlaz paneveto.

1954
Daveenn : VAZA p.120

Notennoù studi

Hervez Kervarker (GON.II.HV.) eo benel ar ger "temz" ("tempz") pa vez anv eus ar pezh a vez lakaet war ar c'hig evit reiñ blaz dezhañ.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial