Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. an dud, al loened) Hollad ar perzhioù stag ouzh ar bred, ouzh an anien, zo dibar da bep hini hag a ren e emzalc'hioù. N'on ket evit boazañ ouzh e demz-spered. HS. personelezh, temz, tremp.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

tro-spered gg. caractère (ivez temz-spered)

1923
Daveenn : SKET p.194, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) »

temz-spered

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p VIII

Keit ha ma reden ar glujar evel-se, Fañch Vallée, diouzh e du, a glaske e blijadur gant ar merc'hed ivez, en un doare tostoc'h ouzh e demz-spered ; bez' e oa er c'hastell div zimezell gozh, - me o c'have koz gant o zregont vloaz, - Alis Mallt Williams ha Betsie Abadam, hag a oa amezegezed an itron Herbert.

1944
Daveenn : EURW.1 p.122

[...] ; hi, kroc'henet ruz, daoulagad glas, blev gwenn, temz-spered bugel, [...]

1944
Daveenn : EURW.1 p.137

Ur blijadur oa gwelet penaos en em renkent du-hont, pep hini hervez e demz-spered.

1985
Daveenn : DGBD p140

Un doare e vije din da verkañ an diforc'hioù etre temzoù-spered an div verc'h, met n'on ket e chal gant se.

2015
Daveenn : EHPEA p52

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial