Pellgargañ ar gerioù kar droukspered speredek speredus temz-spered torr-spered
speret glan
M. Petra eo sin an c'hristen ? D. Sin an groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hon Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? D. E ober a ran oz kas an dorn d'an penn ha d'an estomag, ha goude d'an skoaz kleiz, ha'n hini dehou, en un lavaret : en hanv an Tad, ha'n Mab ha'n Spered santel. Amen.
M. Pe evit tra er [sin ar groaz] gret-hu er feson-se ? D. Da gentañ, evit digas ar memoar eus an daou Vister priñsipal eus hor Feiz ; unan, eus an Drinded binniget, en ur bronoñs ar c'homzoù-mañ : En Hanv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel ; an eil, eus ar marv ha Pasion hon Salver, pehini[,] ouzh en em vezañ graet den, en deus anduret ar marv evidomp-holl en ur Groaz.
ur spered fin
spered berr
leun a spered
ur spered drant eo
hep spered
ur spered soutil
spered
ur spered fin
ur spered treuz
tourmantet e spered
ur spered bouilhus
Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?
"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll !"
Ur wech ma o doa klevet an hent da vont da Sant-A[l]bin, o doa klevet ar pezh a glaskent, ha ne voent ket dievezh a-walc’h evit disklêriañ da zen ar pezh a yoa en o spered, rak mar o divije lavaret o doa c’hoant da vont da Sant-A[l]bin, dek den el lec’h unan a vije kavet da vont d’ar red da gas kemenn d’ar venec’h.
Lakaet ez eus diwar ur frazennad gant Aristokrates n’oa ket a-walc’h gant an drouized kelenn war brederouriezh ha doueoni, — ur c’helenn na veze kaset da bell nemet evit an danvezioù drouized ; — hogen e stumment ouzhpenn an holl uhelidi yaouank d’emellout er vuhez ha d’ober brezel, o sankañ, war un dro, en o speredoù ur gredenn doueüs o zroe d’ober fae war ar riskloù hag ar marv [...].
Teir glanded a dleez da virout, Tekos, emezi : ar c’hlanded-korf, ar c’hlanded-ene, ar c’hlanded-spered.
Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.
aet e spered digantañ
Ret eo lavarout n'eo ket bet ar ouizieion dallet re alies gant ar strizh-reizhusted; rouez a-walc'h eo, e skiantoù an Natur, lealded-spered ur Shepard hag ur Johnson da skouer, evit ma vo meneget.
« Marichal, marichal, arabat deoc’h kaout re a gred en ho spered. Pa vo c’hoarvezet droug e vo re ziwezhat. Gwelloc’h eo deoc’h chom hep mont di.
An eil diaoul. — « Pe pedennoù lavaret diwar beg an teod, hag ho spered o nijal war an avel noz. »
Ma oa prim Job, lemm e oa ivez e spered ; dont a reas dezhañ ur soñj kaer.
Ya ! karet he dije gouzout, gouzout, mes ne ouie netra ebet, netra ; hag ar soñjezonoù spontusañ, terruplañ, strafuilhusañ a rede, a gorolle, a zaoulamme en he spered pennfollet.
... A ! nann ! n'oa ket gwir !..: N'o dije ket komprenet e genskolidi, nemet ar breur Alano e vije bet : re lopez e oant, pe re strizh o spered.
Ober a reas egile un hej d'e skoaz. Ne gare ket nemeur e genvreur, abalamour d'e spered risigner.
Dilevenez e oa e zremm ; e ziabarzh, avat, a verve ennañ buhez ar spered, an hini nemeti a dalve, hag al levenez digemmesk.
- Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel. Hogen, ma anzavin ouzhit, me n'eo ket gant va diantegezh em beve[z] nec'h ar muiañ ; gant va ourgouilh, ne lavaran ket. Me 'zo ken bras va lorc'h gant ar soñj e vin beleg ha manac'h, m 'am beve[z] aon da gouezhañ e pec'hed ar spered.
Ha pezh n'oa ket bet anzavet gant ar breur Arturo, kennebeut, re gizidik e elevez, a oa an evezhiadenn a luc'he, a-daolioù, en e spered, evel ma splamme, pa veze digoret ganti, mohera avelaouer Palmira (...).
Petra a lennit evit magañ buhez ho spered, reiñ sav d'hoc'h ene ?
Gouzout a ran oc'h deut dirazomp gant ar menoz izelaat ho spered dre sachañ goap warnoc'h ; mes ur gentel a zo da dennañ diouzh hoc'h anzav.
Siwazh ! prim ar spered ha sempl ar c'hig !...
Ma c'halon trubuilhet ha ma spered sammet / Ez on chomet mantret ha leun a zouetañs.
ha neuze ivez pakadoù frazennoù er yezh arnevez-se difetis ha sec'h hag o devoa poan d'ober hent betek spered ar selaouerien
dic'houest da sevel hormonoù ret dezho evit kreskiñ, e chomo ar vugale nammet, a gorf hag a spered.
Ha d'ar mare ma edo an holl sioul-tre en o c'hadorioù-brec'h o sunañ o "apéritif", o varvailhat, pe dalc'het o spered gant ur romant-polis, e voe gwelet al loen roudennet oc'h en em gavout en ur fichañ e lost "Tigr" en e sae nevez, ha n'he devoa ket an doare da zisplijout tamm ebet dezhañ.
Kennerzhet e voen gant ar c'heloù-se, hag e c'hellis mont evel-se, un tamm divec'hiet va spered, da Loperc'hed da sikour va mamm da brientiñ douar evit lakaat sivi.
'Dalveze ket mui ar boan distouvañ ar voutailhad gwin eus an Nahe am boa degaset da vintin eus ar c'hav : pec'hed e vez kargañ ur werenn gant liv ametist ruz ar Wallhaüser Backöschen pa ne vezer ket e stad a c'hras, distrob ar spered diouzh pep trubuilh evit bezañ gouest da dañva ervat blaz frouezh ar menezioù ha frond ar vuhez atav yaouank.
Klask a rae enebiñ, met sammet e oa e spered gant diougan un drouziwezh didec'hus.
Trapenn d'ar strizhder spered-se e voe echuet ilizoù meur zo en un stil na zeree e nep doare nag ouzh ar vro nag ouzh ar mare ma oa bet danzeet an iliz orin.
Da ziwezhañ ez eus fellet din komz diwar-benn an dra-se pa'z eo gwir ez eo alies ar goulenn kentañ a vez savet ouzhin, evel pa vije dastumet holl an oberenn veur-se en un draig aet "a-dreuz" e-kerzh ar savidigezh. Un dismantr spered din !
E Breizh, a-raok an XIIIvet kantved, e oa bet an taolioù arnod gotek kentañ diouzh doare arz gotek Bro-Anjou dreist-holl, gwall zisheñvel e spered diouzh goteg Pariz (nev iliz-veur Sant-Maloù da skouer).
"Ur spered diaes a zen a oa," emezañ a-benn ar fin.
Diaes eo sammañ an traoù-se war tachenn ar politikerezh, rak broudañ a ra an dud d'en em vac'hañ e-barzh ur sistem e-lec'h ma ra fae an eil renkad sokial ouzh egile, ur sistem a ouennelouriezh a spered, ur mod boutin da gevredigezhioù direizh an hiniennoù d'en em lakaat da varnerien kalet [galet], strizh ouzh dislavaroù ar re all met morse ouzh o dislavaroù dezhe o[-]unan.
Ouzhpenn se e rank ar giton embann perak eo ac'hubet ar savadur, a-drugarez d'ul lugan sklaer ha soñjet brav evit ma c'hallfe skeiñ ar speredoù e-pad pell.
"Evit distennañ ma spered eo," a lavar Koula d'en em wennañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
spered-den