An eil diaoul. — « Hag ur bern poan spered. » An diaoul kentañ. — « Ha morse plijadur ebet. »
Degouezhout a rae d'am zad-kozh ha d'e bried tañva evel just tammoù a bep seurt, met en em ober a raent eus ar c'hentañ evel gwenn ha melen ur vi, ha mar felle d'e wreg plegañ d'ur reuziad poan-spered, ne veze ket pell Biz Kamm o frealziñ anezhi er stumm-mañ : « Na ra ket gwad-fall, Soaz, pelloc'h amzer c'hoazh e vi marv eget ne vi paour ! »
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
poan-stomog