Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Santad a laka spered ub. da vezañ diaes, trist. Me am bez poan-spered pa soñjan em mab zo war ar mor. Mervel gant ar boan-spered. Dont poan-spered d'ub. [1954] [...] ha mar felle d'e wreg plegañ d'ur reuziad poan-spered, ne veze ket pell Biz Kamm o frealziñ anezhi er stumm-mañ : « Na ra ket gwad-fall, Soaz, pelloc'h amzer c'hoazh e vi marv eget ne vi paour ! » 2. G. Ranngalon. Er vuhez ankenius-mañ n'eus nemet poanioù-spered, nec'hamantoù. HS. poan-galon.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

poan-spered

1732
Référence : GReg pg embaras (d'esprit, peine qui paroît au-dehors)

poan-spered

1850
Référence : GON.II.HV pg poan-spéred (souci, soin accompagné d'inquiétude).

poanioù-spered

1850
Référence : GON.II.HV pg poan-spéred (souci, soin accompagné d'inquiétude. Pl.)

Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan-spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?

1867
Référence : MGK p25

— « Klemm a rit, eme zañ, da betra klemm ve mat ? / Dioc'h klemmoù ne zistag nemet nec'h, poan-spered ; / Gwelloc'h ve labourat evit gounit ar boued. »

1867
Référence : MGK p79

Derc’hel war he foan-spered a reas hag, o treiñ ouzh Kamula, bet keneilez he bugaleerezh, e lakeas he divrec’h en he c’herc’henn hag he briatas meur a wech gant karantez, gant teneridigezh.

1923
Référence : SKET p.105

An eil diaoul. — « Hag ur bern poan spered. » An diaoul kentañ. — « Ha morse plijadur ebet. »

1944
Référence : ATST p.58

Degouezhout a rae d'am zad-kozh ha d'e bried tañva evel just tammoù a bep seurt, met en em ober a raent eus ar c'hentañ evel gwenn ha melen ur vi, ha mar felle d'e wreg plegañ d'ur reuziad poan-spered, ne veze ket pell Biz Kamm o frealziñ anezhi er stumm-mañ : « Na ra ket gwad-fall, Soaz, pelloc'h amzer c'hoazh e vi marv eget ne vi paour ! »

1954
Référence : VAZA p.9

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux