Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) Barrek da veizañ lies tra ; poell dezhañ. Ur paotrig speredek. DHS. gouiziek, poellek. 2. Dre ast. A ziskouez kaout fent. & (impl. da adv.) Kontañ un istor farsus speredekañ ma c'haller. 3. (db. obererezhioù an dud) A verk ar poell. Ar pezh a lavarent ne oa ket speredek. 4. (db. loened zo) Barrek da gompren traoù zo. Ar c'hezeg, an olifanted zo loened speredek. Ar gazhez-se a oa speredek pa ouie digeriñ an dorioù.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

speredek

1850
Daveenn : GON.II.HV pg spéredek

E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig.

1944
Daveenn : EURW.1 p52-53

Ur boblad a dud speredek a zo eus Dinaniz. Klask a reont e pep keñver deskiñ, en em varrekaat, adkavout zoken ar brezhoneg kollet abaoe keit-all gant o c'hendadoù, hag ober anaoudegezh gantañ.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Ur boblad tud speredek ha neuziet kaer eo, daoust ma lavarer ez eo aet kalz war zisleberiñ dre vezañ bet re bell amzer e darempred gant Europiz.

1985
Daveenn : DGBD p39

Ar blenier yaouank zo unan speredek, gouzout a ra embreger ar c'harr hag ober gant ar c'hwitellerez.

2015
Daveenn : EHPEA p33

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial