Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Fetis A. (db. an traoù) 1. Aes da zistummañ, da zidammañ. Maen tener. & Bresk. Ar c'hirri-nezañ-mañ zo tener. 2. Gwak, blot. Bara tener. Kig tener. Geot tener. Traezh tener. & Tener-glizh : tener-tre. ES. kalet, reut. B. (db. ar bevien) 1. Kizidik. Bezañ tener ouzh ar glav, an amzer yen. Ar plant-se zo tener ouzh an amzer. 2. Gwiridik, a c'houzañv diwar nebeut a dra. Tener eo ma bizied. Hennezh a vez tener e zaoulagad. Ar biz-mañ din zo tener evel pa vefe o c'horiñ. Tener eo ouzh ar boan. Skuizh, poan dezhañ da heul re vras strivoù pe goude bezañ strivet e-pad re bell. Pa'm bez graet embregerezh-korf e vez tener ma divorzhed e-pad daou pe dri devezh. II. Dre skeud. 1. Kuñv, karantezus. Daouarn tener. Selloù tener. Ur vamm dener. Ul lizher tener. Amourousted dous ha tener. An oad tener : mare ar vugeliezh kentañ. [1954] [...] ha keit ha m’edomp o seniñ an Amzer Nevez gant Grieg un ton tener ha ken sioul ma termene paotred an trombon hep ober tra, am boe tu da sellout diouzh va c’hoant ouzh an denig a rae da gement a dud plegañ d’e c’halloud divent. [1955] Kerkent ha ma fellas din degas da soñj dezhañ e gomzoù tener, d’am zro e voen kaset gantañ da gaol-moc’ha, rak ne blij dezhañ nag ar wirionez nag ar spern : drein a vez ouzh an eil hag egile. & Kizidik. Ur galon dener. Te zo tener ivez ! Arabat deoc'h mont da welet ar film-se mard oc'h re dener. 2. Tener ouzh ub. : damantus, douget d'ar vadelezh, d'ar garantez. Ne c'hall ket an den bezañ re dener ouzh e gig : kaout re a zamant dezhañ e-unan. 3. A zegas labour diaes, skoemp d'e heul. Al lapined gwenn zo tener da sevel. & Tr. estl. RANNYEZH. N'eo ket tener ! : n'eo ket gwall dra. 4. Trl. Bezañ tener war udb. : bezañ figus war an dra-se. Hennezh zo tener war ar c'hafe : ne evfe ket forzh peseurt doare kafe. III. Adv. [1924] E benn a lakeas en he brennid, ha Velia, o tivouchañ a-ziwar e dal gant he dorn e rodelladoù-blev melen, a bokas dezhañ tener.

Skouerioù istorel : 
46
Kuzhat roll ar skouerioù

tener

1499
Daveenn : LVBCA p192

tener

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (fort) tendre, tendrement

tenerañ

1732
Daveenn : GReg pg fluet (ou flouet, ette. delicat, foible.)

Tener-bras eo.

1732
Daveenn : GReg pg fluet (Il est fort fluet.)

an oad tener

1732
Daveenn : GReg pg age

karet gant ur galon tener-glizh

1732
Daveenn : GReg pg aimer

teneroc'h

1732
Daveenn : GReg pg fluet (ou flouet, ette. delicat, foible.)

tenerañ

1732
Daveenn : GReg pg fluet (ou flouet, ette. delicat, foible.)

lizheroù tener glizh

1732
Daveenn : GReg pg billet (doux, billet galand)

tener glizh

1732
Daveenn : GReg pg coeur tendre

tener

1732
Daveenn : GReg pg delicat (ate, corps composé de parties fines, menuës, & deliées), fluet (ou flouet, ette. delicat, foible)

korf tener

1732
Daveenn : GReg pg (complexion) delicate

korfoù tener

1732
Daveenn : GReg pg (complexion) delicate

tener

1850
Daveenn : GON.II p.6 (tendre), pg téner (tendre. mou. délicat. sensible).

Tener eo ar c'hoad-se.

1850
Daveenn : GON.II pg téner (ce bois est tendre).

Ur galon dener he deus.

1850
Daveenn : GON.II pg téner (elle a un cœur tendre, sensible).

an denerañ

1850
Daveenn : GON.II.HV p.6 (la plus tendre).

Ha ne dalv ar gragez / A zo tener ha mat, zo o buhez karet, / Karet o bugale, karet o friejoù, / A zo ar vein-oaled a domm ar c'halonoù, / Ar c'hantolorioù kaer zo warno sklêrijenn, / Goulaouennoù an ti, evel heol an neñvoù, / Evel louzaouennoù a bare pep anken, / O dorn atav noz-deiz a bep tu o viret, / Dre 'r wenodenn ma'z eomp, na vemp gant drein toullet, / Ha ne dalvont ar boan, lavarit din bremañ, / E ve ar gragez-se termet dindan ar bec'h, / E vent-i skoaziet start ha skoret gant ar vrec'h / He deus bet digant Doue ar galloud d'o harpañ ?

1867
Daveenn : MGK p141-142

— « N'omp ket, eme ar vaot, hag e-lec'h kaout un doenn, / Ma'm be, evel ar goulm, divaskell da nijañ, / Me a ve aet dija / Da c'houzout e pelec'h eo dalc'het an heizez, / Hor mignonezig kaezh, / Skañv evel an avel ; koulz ha ma'z eo lijer, / Ez eo ivez tener. »

1867
Daveenn : MGK p46

N'eo mat tamall atav, evel a reer amañ, / An holl merc'hed yaouank da vezañ re figus ; / O c'halon zo tener, mat ha karantezus ; / O spered a zo lemm hag a gav euzh bremañ, / Dre ma taolont evezh ouzh tud yaouank ar bed, / Ez eo hadet dibaot ar re fur anezho.

1867
Daveenn : MGK p57-58

E-lec'h kanañ, ruziañ dlefac'h ; / Ar c'hrwek dinerzh, mat ha tener / Ha kalonek e peb amzer / A labour a nerz he divrec'h ;

1867
Daveenn : MGK p132

Mar am eus anveet ur bugel da gaout ur garante an denerañ evit e vamm, eo te, hag a-dra-sur !

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

N’eus ket nemeur da arvariñ e c’hallfe an holl draoù-se kouezhañ, un deiz, en ankounac’h, ha m’en em lezan d’o damvenegiñ amañ, ez eo dre n’eus hini en hon touez na zigasfent dezhañ da goun eñvorioù ker e oad tener.

1923
Daveenn : SKET p.40

Taolennet e vez dudius, flourik ha tener gant kanenn Vopiskos ar garantez o sevel e Bena ouzh Manos hag e Manos ouzh Bena.

1923
Daveenn : SKET p.44

Hiniennoù a lavar n’oa tra souezhus ebet en unvaniezh-se o ren etre Manos ha Bena, p’o devoa bevet atav a-gevret adalek o oad tenerañ, ha ma’z oant unanet dre liammoù nesañ ar gwad.

1923
Daveenn : SKET p.45

Azezet etre gwrizioù an div wezenn edo daou zen, hag i kenvriataet tener.

1923
Daveenn : SKET p.73

Gwir eo, ar re-mañ ne oant na tener, na trugarezus en e geñver : ne oad ket evit bezañ re rust en keñver un hailhon evel Bilzig, a lavare holl dud ar bourk.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 45, p.1065-66 (Gwengolo 1924)

Doue da ray d’ar wezennig Avel dous ha glizhenn dener, ’Vit ma vleunio ar rozennig, Pell diouti ar gwallamzer !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Bez’ ez oa e buorzh Vissurix ur plac’h yaouank. Yaouerez ez oa da Velia hag, en abeg da se, en hec’h oad tener, e veze graet anezhi gant he zad hag he mamm Alalia.

1924
Daveenn : SKET.II p.15

E benn a lakeas en he brennid, ha Velia, o tivouchañ a-ziwar e dal gant he dorn e rodelladoù-blev melen, a bokas dezhañ tener

1924
Daveenn : SKET.II p.36

Nemet o doa an dremm hag ar c’herc’henn anezhi gwennded ha damruzded tener bleun an avalenn hag ar gerezenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.57

En e galon, don-don en devoa kuzhet e garantez a vugel. Hag eno, en disheol, e galon en devoa lezet anezhi da gellidañ, da ziwanañ, da vleuniañ, bleuñvennig kizidik ha tener.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179

lizherig tener

1931
Daveenn : VALL pg billet (doux)

an oad tenerañ

1931
Daveenn : VALL pg (le premier) age

ez tener

1931
Daveenn : VALL pg amoroso (musiq.)

an oad tener

1931
Daveenn : VALL pg age

Ul lizher tener-gliz[h] !... Peogwir out barrekoc'h war ar meizañ eget war an ober, an dra-mañ ne zisplijo ket dit. Del ! Kemer !

1949
Daveenn : SIZH P.51

Ar breur Arturo a bare e selloù war he gouzoug, o stouiñ flour ha tener.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Mar ne vije ket aet da anaon va c’henskoliad karet ar Paotr Juluen, a-du ganin e vije bet moarvat war ar c’hraf-se, ha kerkoulz-all brezhonegerien vat am eus anavezet du-hont : Efflamm an Henoret, da skouer, ur barzh yaouank eus Plistin, lazhet er brezel eildiwezhañ, ha breur henañ person Kemper-Gwezhenneg, an Aotrou Lec’hvien, ur barzh ivez, kalonek ha tener, bet taget gant an droug-skevent kent na zeuas a-benn da beurziskouez e dalvoudegezh.

1954
Daveenn : VAZA p.60

Dre ma tichañsas din bezañ an diwezhañ soner war du kleiz an hantergelc’h, ken tost ha ma ’z oan ouzh an Aotronez-se, a-walc’h e vije bet din astenn va brec’h evit stekiñ ouzh an Impalaer, ha keit ha m’edomp o seniñ an Amzer-Nevez gant Grieg un ton tener ha ken sioul ma termene paotred an trombon hep ober tra, am boe tu da sellout diouzh va c’hoant ouzh an denig a rae da gement a dud plegañ d’e c’halloud divent.

1954
Daveenn : VAZA p.158-159

Ha livet e oa war o fenn a-dreñv unan eus an anvioù ken dudius, ken tener a blij d’ar vartoloded : Maris Stella, La Fine Jeannette, Itron-Varia Keloù mat, Reine des Flots, A la Grâce de Dieu… rak, hep gouzout dezhañ, bez’ eus ur barzh e-kreiz pep den-a-vor.

1954
Daveenn : VAZA p.108

Kerkent ha ma fellas din degas da soñj dezhañ e gomzoù tener, d’am zro e voen kaset gantañ da gaol-moc’ha, rak ne blij dezhañ nag ar wirionez nag ar spern : drein a vez ouzh an eil hag egile.

1955
Daveenn : VBRU p.15

'C'hanta ! paotred, leueoù gwener, / 'Vel merc'hejoù, gwak ha tener, / Pa 'z oc'h ken dispont ha yer-dour, / N'ho po 'met triñchin e-lec'h pour.

1960
Daveenn : PETO p52

Ha te eo, evel ur gouron, / Mabig tener, beleg santel / Kreñv ha dispont dirak antell / An Nasion, mamm ar spouron, / A zo deuet, kaerañ dlead, / Da reiñ skor d'ar c'hozh renead ?

1960
Daveenn : PETO p81

An dañjerioù a c'hallfe bezañ evit a sell ouzh surentez ar stourmerien, an dud a vo war al lec'h koulz hag an enebourien -n'eus ket anv da lakaat hini pe hini en arvar- abalamour da draoù lemm a vefe aze, d'an torosennadur digompez, da draoù zo a vefe gwall dener, d'ar fed e vefe prenester pe un islonk bennak nepell alese...

2015
Daveenn : DISENT p75

Chom a ra tener hor gounidoù eta, hag abalamour da se e rankomp chom war evezh bepred ha derc'hel da stourm a rumm da rumm.

2015
Daveenn : DISENT p181

Ofis publik ar brezhoneg