teod
edo e penn va zeod
gant begig e deod
A ! re hir eo bet e fri, ha kalz re hir e deod !…
An neb a ya re vuhan e deod en dro [en-dro], a lavaro, mod pe vod, sotonioù. Rak an den a wir furnez, ne gomz morse dre bres.
Lukaz, avat, en doa un dra bennak nevez da lavarout dezho, daoust ma oant mezv, rak ur c’heloù eus ar seurt a zo ur pouez re bounner, ha ret eo disammañ an teod dirak an den kentañ a vo kavet war an hent, na pa vefe roue pe pilhaouer.
— « Kavout a ra din », eme Lukaz, « eo deuet ho teod da vezañ skañvoc’h gant marv hoc’h eontr ? »
N’o doa graet nemet koll amzer hag uzañ teod.
Ker ruz eo da jenoflez/ Ha teodoù levrini,/ Jenoflez o delioù c'hwek,/ Jenoflez eus da liorzhoù,/ Frond ganto evel ma ouzez,/ Hag o c'houzout diouzh da frond.
Kement ha diskouez pegen aketus e veze darn eus va c'hoarierien, va roue Morian en devoa livet en du n'eo ket hepken e zremm, e zaouarn hag e zivrec'h, met ivez... e deod.
Petra bennak ma veve muioc'h eget n'eus forzh piv e doujañs Doue - bet 'oa zoken maeronez unan eus kleier Priel - ne oa ket evit he zeod ha gallet ho pije kanañ dezhi gant gwir abeg : Deiz mat, Katell bebrennig, / Lemmoc'h he beg eget ur spilhennig !
Hag an teodoù fall da lavarout zoken e teu e-unan Ministr ar Post war al listri a ra un ehan e Monrovia evit gwerzhañ timbroù d'ar veajourien, evit klask leuniañ un tammig en doare-se yalc'h difoñs ar Gouarnamant.
An Ao.Utterson a huanadas don, hep ur ger ; an den yaouank a lavaras neuze goude ur pennad : "Sed a zesko din tevel. Mezh 'm eus da vezañ re hir va zeod".
Kostezet eo e benn hag e deod a zivilh diouzh e c'henoù.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
teodad