Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. I. [1732, 2015] Chom etre daou soñj hep gouzout petra ober. Chomet e oa da dermal a-dreñv ar c'harzh e-lec'h redek da gerc'hat e fuzuilh. [1732] Termal en deus graet oc'h asantiñ. [2015] Termal a ra un tammig a-raok respont. & Trl. Chom da dermal etre ober ha paouez : chom da arvariñ. Ret e oa gouzout e gentel dindan eñvor hag he dibuniñ penn-da-benn, hep chom da dermal etre ober ha paouez. DHS. chipotal. HS. amgrediñ, argrediñ, arvariñ, etredaouiñ, marc'hata, tortañ. II. 1. Leuskel klemmadennoù gant ar strivoù a reer. Klevet e veze o termal evel un den gant ul labour start bennak. [1924] Henhont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-eñ o huanadiñ war e wall blanedenn [...]. 2. [1732] Analañ gant herr ha trouz, dre ma vezer klañv prl. [1732] Termal hon eus graet ganti. Ar maout a grene war e zivhar hag a derme. 3. Dre ast. Leuskel klemmadennoù truezus. Ar beorien a chale, a glemme, a derme evit lakaat an dud vat da reiñ ur gwennegig bennak dezho. 4. PEMDEZ (db. an traoù) Trouzal evel ub. o klemm. Klevet e veze ar binioù o termal.

Skouerioù istorel : 
29
Kuzhat roll ar skouerioù

termal

1732
Daveenn : GReg pg hesiter (ne parler pas hardiment), hesiter (Hesiter, en préchant.)

termal

1732
Daveenn : GReg pg ahaner

termal en deus graet oc'h asantiñ

1732
Daveenn : GReg pg ahaner

termal hon eus graet ganti

1732
Daveenn : GReg pg ahaner

termet

1732
Daveenn : GReg pg ahaner

Termal a rae kaer ganti.

1732
Daveenn : GReg pg hesiter (Il a beaucoup hesité à son sermon.)

termet

1732
Daveenn : GReg pg hesiter (ne parler pas hardiment, pp.), hesiter (Hesiter, en préchant, pp.)

termiñ

1732
Daveenn : GReg pg ahaner

termal

1850
Daveenn : GON.II pg termal, termi

termiñ

1850
Daveenn : GON.II pg termal (voyez "termi"), pg termi et termal (haleter, respirer fortement, comme lorsque l'on est essoufflé. perdre haleine par une forte course ou agitation. ahaner. se plaindre), tréala, tréc'houéza

termet

1850
Daveenn : GON.II pg termi et termal (haleter, respirer fortement, comme lorsque l'on est essoufflé. perdre haleine par une forte course ou agitation. ahaner. se plaindre. Part.)

N'eo ket brav termiñ evel-se.

1850
Daveenn : GON.II pg termi (il n'est pas beau de haleter ainsi).

E glevout a rit-hu o termiñ ?

1850
Daveenn : GON.II pg termi (l'entendez-vous se plaindre ?)

Ha ne dalv ar gragez / A zo tener ha mat, zo o buhez karet, / Karet o bugale, karet o friejoù, / A zo ar vein-oaled a domm ar c'halonoù, / Ar c'hantolorioù kaer zo warno sklêrijenn, / Goulaouennoù an ti, evel heol an neñvoù, / Evel louzaouennoù a bare pep anken, / O dorn atav noz-deiz a bep tu o viret, / Dre 'r wenodenn ma'z eomp, na vemp gant drein toullet, / Ha ne dalvont ar boan, lavarit din bremañ, / E ve ar gragez-se termet dindan ar bec'h, / E vent-i skoaziet start ha skoret gant ar vrec'h / He deus bet digant Doue ar galloud d'o harpañ ?

1867
Daveenn : MGK p141-142

Mar selaoufed an dud, 'vel diaouloù an ifern, Ganto un trouz spontus, you, kurun ha tregern, Ve lavaret 'z afe ar bed ganto d'ar bern, Ha padal emaint war e gern, heñvel ouzh ur c'hrubuilh merien O c'hweziñ, o termat evit loc'h eur blouzenn.

1867
Daveenn : MGK p33

termañ

1923
Daveenn : SKET p.192, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "haleter ; hésiter".

Daga a derme, ha Derkeia, ar yaouankañ, hec’h alie ma serrje an nor oc’h adprennañ warni ha ma lavarje d’an tri estren dont en-dro pa vije deiz.

1923
Daveenn : SKET p.102

Hag eñ e-unan-penn ouzh trizek, ne dermas ket da zistagañ e vag evit redek war-lerc’h Erkuniz.

1923
Daveenn : SKET p.134

Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, penngamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwashoc’h-gwazh an eil eget egile, evit dispegañ diouzh yalc’h ar belerined un diner, ur gwennegig bennak marteze.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Gwelet hemañ mac’hagnet e holl izili, henhont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-eñ o huanadiñ war e wallblanedenn : « O ! pet truez ouzh ur paourkaezh !… O ! pet truez !… » Hennezh, azezet harp ouzh ar c’hleuz, e flac’hoù en e gichen, euzhus da welet, a ziskouez e zivc'har debret gant ar goulioù hag ar c’hontron : « Sellit a-druez ouzh un den reuzeudik, c’hwi pere a zo yac’h ha divac’hagn ».

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897-898 (Miz Ebrel 1924)

termal oc'h ober

1931
Daveenn : VALL pg balancer

termal da ober

1931
Daveenn : VALL pg balancer

Er c’hontrol, en em souchañ a rae, start ha start. Aer a vanke dezhi, ur c’hwezenn gaer a oa warni, termal a rae. Edo o vont da vankout.

1944
Daveenn : ATST p.53

Mut e chomez, met da emzalc'h / D'ober rebech dit a gendalc'h : / Ne dalv termal na tarlaskañ !

1960
Daveenn : PETO p76

Ober a ris ar gentel dezhañ hag e paeas goude termal un tammig.

1985
Daveenn : DGBD p125

Mr Hyde a hañvalas termal; neuze, evel oc'h ober prim e ziviz, e talas ouzh an noter, daeüs; hag e selljont an eil ouzh egile, pizh, e-pad un nebeud eilennoù.

2012
Daveenn : DJHMH p26

Ne chom ket ar boliserien da dermal evit bezañ feuls-kenañ e degouezhioù 'zo.

2015
Daveenn : DISENT p93

Gant ma vezo selaouet e c'hallo pep hini dispakañ e ijin, lâret penaos e sant an traoù koulz ha termal ivez, peogwir e vo fiziañs etre tud ar strollad.

2015
Daveenn : DISENT p23

Termal a ra un tammig a-raok respont.

2015
Daveenn : EHPEA p48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial