Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. GWIR Testeni kefridiel, savet hervez reolennoù resis, ma tisklêr un den petra a vo graet eus e vadoù pa vo marvet. Ober un testamant. 2. RELIJ. Anv an div rann eus ar skritur sakr. An Testamant Kozh hag an Testamant Nevez. HS.lezenn.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

testamant

1499
Daveenn : LVBCA p193

testamant

1659
Daveenn : LDJM.1 pg testament

lakaat un testamant da efed

1732
Daveenn : GReg pg executer (un testament)

sikutiñ un testamant

1732
Daveenn : GReg pg executer (un testament)

efediñ un testamant

1732
Daveenn : GReg pg executer (un testament)

an Testamant Nevez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg testamañt (le Nouveau Testament).

testamant

1850
Daveenn : GON.II.HV pg testamañt (testament, acte authenique par lequel on dispose de ses biens pour le temps où l'on ne sera plus. en terme de théologie, alliance).

Un testamant en deus graet em gounid.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg testamañt (il a fait un testament en ma faveur).

« E Lotei, Job, ha dreist-holl, e Karreg-al-Louarn, ne vez ket graet testamantoù. »

1944
Daveenn : ATST p.93

Bez' e oa neuze person e Lanneured ur skrivagner anavezet mat evel saver pezhioù-teatr brezhonek : an Abad Brignou. An darn vuiañ eus e bezhioù a oa tennet an dezenn anezho gantañ eus an Testamant Kozh : Ar Mab Prodig, Jozeb gwerzhet gant e vreudeur, hag all.

1944
Daveenn : EURW.1 p.94-95

« Ma n’ouzoc’h ket, me a zo o vont da lavarout deoc’h : al labour-mañ a dalvez un testamant. » — « Testamant ar voereb ? » — « Ya, testamant hor moereb, an testamant penn-da-benn betek ar gwenneg diwezhañ, klevout a rit ? »

1944
Daveenn : ATST p.93

Aze e tigoras an armel-houarn, hag eus al lec'h donañ anezhi e tennas un teul, skrivet 'Testamant an Dr Jekyll' war ar golo anezhañ ; azezañ a reas da studiañ an endalc'had, teñval e benn. Diazorn e oa an testamant, rak an Ao.Utterson en doa nac'het krenn reiñ e skoazell evit e skridaozañ

2012
Daveenn : DJHMH p19

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial