tev
tevoc'h
tevañ
un den re dev
tud re dev
tev
El lec'hioù all, ar skorn, kalz tevoc'h ha fetisoc'h a zispenn muioc'h-mui an draonienn.
Seul zonoc'h e teu houmañ da vezañ, seul vuanoc'h e labour ar skorn d'he c'hleuzañ, rak seul devoc'h eo.
O chom edo, e gwirionez, en un tour, klozet diouzh an diavaez - diouzh ar bed -, gant mogerioù kozh, uhel, fetis, ha strizh-kenañ digoroù e brenistri houarn-barrennet. Ha skoret, ouzhpenn, e vogerioù mein tev, gant harpelloù-mein ken tev all.
Evel azen ar gouent, yaouank e oa ar manac’h, etre c’hwezek ha seitek vloaz : anat an dra diouzh flour e zremm, hag ivez diouzh e c’haoliadoù bras hag an tizh, a lakae e soutanenn wenn stardet en-dro d’e zargreiz gant ur gouriz neud tev gwenn, plañsonet da stlakal en-dro d’e zivesker.
E sujidi nemeto a oa ar mul Alejandro ha daou gi-bleiz o mouezhioù braouac'hus. N'o doa da amezeien nemet ar brini, tev e-giz yer, ha guped an oabl, hag ivez poblad safronus gwenan an dousenn koloennoù bennak, a lakae buhez er c'hloastr, e lec'h ar venec'h aet davet Doue.
Hag un arvest dispar eo a-wechoù gwelout ar c'hoabrennoù tev sklerijennet dre an adreñv.
An div er pezh dirak a zo loeroù tev ha botoù du plat o seulioù en o zreid.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tev