1. Perzh un dra zo tev.
Tevder kroc'hen ar frikorneged. Tevder an atil. Pevar meutad tevder.
HS. treuz.
2. Trede ment ur c'haled, an div all o vezañ an hirder hag al ledander.
Sell peseurt tevder zo en tamm-se !
Taolioù-sont a zo bet graet alies a-dreuz lec'hid an aberioù, evit diazezañ pileroù pontoù nevez da skouer, ha ret eo bet atav treuziñ un tevder bras a wiskadoù blot a-barzh tizhout ar garregenn.