Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
9
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k. A. V.k.e. 1. Na lavaret, na ziskuliañ udb. Tevel ur pec'hed, ar wirionez. HS. kuzhat. ES. anzav. 2. (db. ezhommoù ar c'horf) Terriñ. Pep hini a oar petra a dav e naon, e sec'hed. DHS. distanañ, gwalc'hañ. 3. (db. ar santadoù, ar plegennoù spered) Sioulaat, lakaat da baouez. Mont a reas da gavout e dud evit tevel o melkoni. 4. (en doare-gourc'h.) TAV(IT) (HS. AK.) : paouez(it) gant udb. Tavit ho taeroù : paouezit gant ho taeroù. Tavit ho kenoù me ho ped. 5. Trl. PEMDEZ Na devel beg, genoù ebet : na baouez a gomz morse. Panevetañ, na dav beg ebet, n'hor befe ket gouezet petra a oa c'hoarvezet. Hemañ, pa vez krog, ne dav genoù ebet. B. V.k.d. TEVEL WAR UB., UDB. : mirout a gomz eus ub., udb. Tevel a reer war-se. Tavomp war gement-mañ. II. V.g. A. (db. an dud) 1. Chom dilavar. Gwelloc'h eo tevel eget droukprezeg. Ne gomze ket mat brezhoneg ha rak-se e kavas gwelloc'h tevel. 2. Paouez a gomz. O vezañ lavaret kement-mañ e tavas. Tavet en doa ur pennadig. Tevel a reas mik. Koulz eo deoc'h tevel. Lakaat ub. da devel. Tavit berr ! 3. Tr. estl. (en doare-gourc'h.) Tav(it) (din, dimp) gant an traoù-se ! : paouez(it) a gomz din, dimp eus an traoù-se. Tav gant da gomzoù droch. & Dre verr. Tav(it) din, dimp ! : gra (grit) peoc'h din, dimp. & Tav evit ar gwellañ ! : gwellañ ac'h eus d'ober eo tevel. B. 1. (db. an anadennoù amzer) Paouez. Tavet eo an avel, ar c'hazarc'h, an erc'h, ar glav. Gortozomp ken na davo ar glav. 2. (db. an trouzioù) Paouez a vezañ klevet. An tenn a davas. Trouzioù ar bed zo tavet. III. (impl. dirak un av. degaset gant an ar. da pe a) Paouez a ober udb. Tevel da gomz. Tavit a gelenn. Tav da ouelañ. IV. PEMDEZ (en doare-gourc'h.) Termen implijet gant ar c'homzer ouzh e selaouerien evit pouezañ war ur gadarnadenn. Amañ, tav, n'eo ket brav sevel : amañ, a c'hallan lavaret deoc'h, n'eo ket brav sevel. Me, tavit, ne ran ket aour gant morzholioù : me, a c'hallit krediñ, n'on ket pinvidik. EVEZH. Diwar ar bennrann "tav-" e tispleger ar verb "tevel".

Skouerioù istorel : 
80
Kuzhat roll ar skouerioù

tevel

1499
Daveenn : LVBCA p.193 (taire)

Goude ma he devoe an itron Sanktez Katell disputet ouzh an vistri ha[g e voe] konfondet ganti[,] dre rezonoù evidant[,] o holl idoloù ha doueoù ez vihont-holl abaiset, hevelep na ouizient petra o devoe da lavaret ha ma tavezont evel tud vut[.]

1576
Daveenn : Cath pp13-14

tevel war un dra

1659
Daveenn : LDJM.1 pg taire (quelque chose)

tevel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) taire

tavet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) taire

tavet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg celer

tevel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg celer

tavet eo ar glav

1732
Daveenn : GReg pg cesser (la pluie a cessé)

tavit a-grenn

1732
Daveenn : GReg pg (ne) dites (mot, taisez-vous tout court)

tavit berr

1732
Daveenn : GReg pg (ne) dites (mot, taisez-vous tout court)

tavit groñs

1732
Daveenn : GReg pg (ne) dites (mot, taisez-vous tout court)

tavet war un dra

1732
Daveenn : GReg pg celer (tenir quelque chose cachée, se taire sur une chose, la nier)

tavomp war kement-se

1732
Daveenn : GReg pg alte

tevel war un dra

1732
Daveenn : GReg pg celer (tenir quelque chose cachée, se taire sur une chose, la nier)

ordrenet eo din tevel

1732
Daveenn : GReg pg (on me) défend (de parler)

tavit tout

1732
Daveenn : GReg pg (ne) dites (mot, taisez-vous tout court)

biken na c'hello tevel war an dra-se

1850
Daveenn : GON.II pg tével

Ho prevañ a rin, ma na davit.

1850
Daveenn : GON.II pg bréva (Je vous assommerai si vous ne vous taisez).

ma ne davez ket e c'halvin Barbaou

1850
Daveenn : GON.II pg barbaou

Ma na davez ket e c'halvin Barbaou.

1850
Daveenn : GON.II pg barbaou (Si tu ne te tais pas, j'appellerai la bête).

Ma na davit ket, e viot foetet.

1850
Daveenn : GON.II pg foéta, fouéta (si vous ne vous taisez, vous serez fouetté).

ha neuze e tavas

1850
Daveenn : GON.II pg neûzé

tevel

1850
Daveenn : GON.II pg taô, tav, taouein, tavi, téouel, tével

taviñ

1850
Daveenn : GON.II pg taouein, tével

taviñ

1850
Daveenn : GON.II pg tavi, tével

tevel

1850
Daveenn : GON.II pg téouel, tével

tavet

1850
Daveenn : GON.II pg tével

tavit, pe ho likin er-maez

1850
Daveenn : GON.II pg tével

biken na c'hello tevel war an dra-se

1850
Daveenn : GON.II pg tével

Ra davin

1850
Daveenn : GON.II p.8 (introduction ; que je me taise)

Grit d'ar c'hrier-se tevel.

1850
Daveenn : GON.II pg krier (Faites taire ce crieur).

Lavar d'az preur bihan tevel.

1850
Daveenn : GON.II p.81 (dis à ton petit frère qu'il se taise)

An den-se ne hell tevel war netra, lavarout a ra pep tra.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Gwell eo gant an den lavarout droug anezhañ e-unan, eget ned eo tevel warnañ e-unan.

1850
Daveenn : GON.II p.66 (on aime mieux dire du mal de soi, que de n’en point parler du tout)

Ret e oa dezhañ tevel.

1850
Daveenn : GON.II p.83 (livre second ; il fallait qu’il se tût)

Biken n'hello tevel.

1850
Daveenn : GON.II p.88 (livre second ; jamais il ne pourra se taire)

Ne c'hell tevel war netra.

1850
Daveenn : GON.II p.97 (livre second ; Il ne peut rien taire)

Un neizh eostig 'oa e vaner ; bemnoz, bemdez e kaned eno ; pa dave an tad e save mouezh ar vugale, ha klevet a ran c'hoazh unan eus e verc'hed o kanañ ker flour : "Peger kaer eo Kerzaoulaz, Pa zeu an noz da guzhat, Er gwez pa vez an delioù glas, Pa vez skedus ar stered ! "

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

Gwellañ zo eo tevel / Ha lezel ar gevier da vont gant an avel.

1867
Daveenn : MGK p.106

'Dal ma tavas, al laboused, skuizh-marv holl ouzh he c'hlevet, en em lakaas da fistilhañ, evel gwechall tud kêr Droja, pa deue Kasañdr d'o aliañ. Ganto, gant ar re-mañ siwazh ! Hevelep tro a c'hoarvezas. Nouspet labous a voe paket, lod kaouedet, lod all krouget.

1867
Daveenn : MGK p.16

Poent eo deoc’h selaou mouezh Doue, / Kaout truez ouzh hoc’h ene ; / Hoc’h ael mat ne dav d’ho kelenn, / Da gemer hent ar binijenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.105

Pa n’hoc’h eus na gwir na doare / Da wellaat kleñved an ene, / Tavit da goll an eneoù, / Tavit hoc’h holl saotrerezhoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.104

Tav, Per, rak n’em eus ket a fiziañs en den-mañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.69

A-benn ur pennad ne voe ket evit padout ken, hag e lavaras d’e vab : — Alo ! a-walc’h a istorioù, deomp en hent ; spanaet ar glav, torret an avel, tavet ar gurun.

1877
Daveenn : EKG.I. pp.57-58

Ki kalonek, kae ! Miret ec’h eus va buhez din koulskoude en ur devel edon e-touez ar raoz. Abalamour da-se em eus kement a joa ouc’h ar chas.

1878
Daveenn : EKG.II p.29

Me ’gred, va mouezh-me a lakeas ar vouezh all da devel ; da vihanañ, reiñ a reas peoc’h en un taol-kont.

1878
Daveenn : EKG.II p.48

Tavomp war gement-mañ[,] ha gwelomp a behini ac’hanomp hon-div e vezo ar brasañ dienez er bed-mañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.260

Mar tavan amañ warno, dic’houzvez e ven-me n’eo ket !

1923
Daveenn : SKET p.140

Ar vro a zo diwallet gantañ a guitais, ur vro uhel ha santel dreist d’ar re-all, nesoc’h d’an neñv eget nep bro, leunoc’h eget nikun a vouezhioù doueel na davont nepred, o tassoniñ dalc’hmat gant hiboud an eienennoù, kroz ar froudoù hag al lammdourioù, sarac’h ar c’hoadoù, garm an evned ha blej an tropelloù ; douar geotus, edus, houarnus, perc’hennet dre ar c’hleze gant hor gourdadoù, goude un niver emgannoù, ha deut da hêrezh ar gouennoù illur a vez maget enno ar wazed hag ar maouezed brasañ, kaerañ, krenvañ ha gwellañ eus ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.12

Un Doue gwisket gant kroc’hen ar bleiz, a ouzoc’h holl an anv anezhañ, hec’h engehentas dindan an deliaoueg, — Hag Adaqi he dougas, hag ar bleizi bavet (gant ar riv), war vervel (gant an naon), a davas hag a grenas en amc’houlou. »

1923
Daveenn : SKET p.33

Hag ec’h eilgerias ar gov : « N’hellan nac’h netra ouzh an den-meur brudet ma pleg pep tra dirazañ, ar c’hadour doujet ma sav ha ma tav outañ an doueed zoken.

1923
Daveenn : SKET p.36

Setu perak reizh-mat e ra anezhañ kanenn ar Garnuted « an den-meur e pleg an holl outañ, ar penngadour doujet ma sav an doueed zoken dirazañ en ur devel ».

1923
Daveenn : SKET p.38

Azlakaat he diweuz war o diweuz a reas oc’h ober dezho tevel gant he fokoù.

1923
Daveenn : SKET p.107

tevel (da gouezhañ)

1924
Daveenn : SKET.II p.142 (geriadurig ; cesser, cesser de tomber (pluie))

Ma c’hoarvezas eus ar stlapadeg-se ur pil-dour-beuz a gouezhas war ar paotrig ken n’en devoe tremenet kleuz Moridunon. Neuze e tavas d’an dour-[b]il.

1924
Daveenn : SKET.II p.35

tevel war un dra

1924
Daveenn : SKET.II p.142 (geriadurig ; passer une chose sous silence)

Pa zihune ar baotrezig, Bilzig a roe dezhi he sugell, ha, pa ouele, e luskelle anezhi, hag, evit he lakaat da devel, goustadik e kane dezhi, evel d’ar vugaligoù, ar ganaouennig : Tao ! tao ! bihanig, [...].

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 38, p.841 (C'hwevrer 1924)

E strad an draonienn ledanaet e tav tousmac’h an dourioù hag ec’h adstager gant ur c’han-dour sioul.

1924
Daveenn : SKET.II p.49

War devel ez eas garmadeg ar merc’hed, hag e steuzias an enezenn en dremmwel.

1924
Daveenn : SKET.II p.39

« Tevel hag ober » : Bilzig n’en devoa ket ankouaet ar girioù-se. Re e talc’he d’e groc’hen.

1925
Daveenn : BILZ2 p.128

War an dachenn, dirak ar maner, ar voubou a save eus un hevelep engroez a davas. Paotred ar binioù a c’hwezhas en o sier, ar peder vombard a unanas o soniri ; an tri daboulin hag ar pilligoù, pep hini en o lec’h, a roio o skoazell dudius d’ar soniri, hag entre pep kouplad ar c’herniel-boud a fredono, a richano, tre ma c’hallfont. Ha bec’h dezhi !

1925
Daveenn : BILZ2 p.158

Tavit, mamm Izabel, tavit… Na pegement a boan hoc’h eus-hu gouzañvet evit sevel ho pevar bugelig !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.176

gortoz ma tavo ar glav

1931
Daveenn : VALL pg attendre (que la pluie cesse)

e par komz eo tevel

1931
Daveenn : VALL pg autant

tavit 'ta !

1931
Daveenn : VALL pg aller (allons donc ! ; ironiq.)

tav din !

1931
Daveenn : VALL pg assez !

koulz eo tevel ha komz

1931
Daveenn : VALL pg autant

gortozit ar glav da devel

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVII, attendre (que la pluie cesse)

gortoz ken na davo ar glav

1931
Daveenn : VALL pg attendre (que la pluie cesse)

"Tavit, tavit, ma mignon ker, gant ho liboudenn. An div zimezell-se a zo o teskiñ brezhoneg ganin, ha me o parfetaat ma c'hembraeg ganto, setu ar wirionez, netra ken".

1944
Daveenn : EURW.1 p.122

- Feiz ! Mat ac'h eus graet, d'am meno, tevel war seurt darvoud.

1949
Daveenn : SIZH p.62

Gwall bilpous, person, az kavan / Ha, d'en lâret, mui ne davan / Pa anavezez e pe lec'h / Emañ an trubard ' zo war dec'h.

1960
Daveenn : PETO p.39

Tavit, tavit gant ho sklankoù / Pa 'z eo deuet eur an Ankoù.

1960
Daveenn : PETO p.81

Ma Jezuz, ganeoc'h-c'hwi plijet / E teuy ar barrad da devel, / Gant ar gaouad pa 'z omp hijet, / Heol ar peoc'h lakait da sevel.

1960
Daveenn : PETO p.17

Un teod ifern zo en ho penn / A-walc'h, maouez ! Tavit, m'ho ped / Re 'm eus klevet hag ac'halenn, / Diwar ho tro, ez an d'ar red.

1960
Daveenn : PETO p.32

Beuzet en e soñjoù, e tav adarre da gomz.

1960
Daveenn : PETO p.42

An Ao. Utterson a huanadas don, hep ur ger ; an den yaouank a lavaras neuze goude ur pennad : "Sed a zesko din tevel".

2012
Daveenn : DJHMH p.18

Goulennet en deus diganin tevel mik war lizher ar muntrer.

2015
Daveenn : EHPEA p.90

Lakaat a ran an alc'hwez er potailh etre daou soñj, troet kentoc'h da devel ma genoù.

2015
Daveenn : EHPEA p.26

Ar pezh he deus tavet warnañ a lavar kalz muioc'h eget ar pezh he deus lavaret din.

2015
Daveenn : EHPEA p.49

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial