Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. (ls. -où) Taol trumm. II. TOK-TOK. 1. Estl. Termen a dalvez da zrevezañ trouz taolioù a glever an eil war-lerc'h egile en un doare ingal a-walc'h. Tok ! tok ! Setu morzhol an nor-borzh o skeiñ. Tok-tok ... tok-tok ... eme taer o c'halon. DHS. tik tak. 2. Trl. skeud., PEMDEZ Paotred an tok-tok : toerien mein-glas. 3. Tr. adv. Mont tok-tok : mont sot. Aet eo tok-tok.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Aet int o div d’ar presbital. Tok ! tok ! war an nor, hag ar garabasenn da zigeriñ. — Petra a c’hoarvez ganeoc’h, Marc’harid ?… Petra a fell d’eoc’h ?… — Er gêr emañ an aotrou person, Frañseza ?

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

— « Piv a yelo a-raok ? » Den ne astenne e fri. Mont a rejont betek an ti, asambles, goustad. Tok ! tok !

1944
Daveenn : ATST p.82

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial