Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Bern. Un dolzenn vezhin. Un dolzenn foenn. Ober tolzennoù. 2. Tamm bras (a-walc'h). Ar mogerioù a gouezhe a dolzennoù en-dro dimp. An erc'h a gouezh a dolzennoù diwar beg an duchenn. HS. kalz (G.), tolz.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

tolzennoù

1850
Daveenn : GON.II pg tolzen (masse ou grosse pièce séparée d'un tout. il se dit plus particulièrement en parlant d'une quantité considérable de foin, de paille, de terre et autres choses semblables que l'on sépare d'un gros monceau, pour transporter ailleurs. Pl.)

tolzenn

1850
Daveenn : GON.II pg tolzen (masse ou grosse pièce séparée d'un tout. il se dit plus particulièrement en parlant d'une quantité considérable de foin, de paille, de terre et autres choses semblables que l'on sépare d'un gros monceau, pour transporter ailleurs).

Gant ur bastellig distaget diouzh ar rann eus Aedobitus o vevenniñ Vindobitus, e reas Guton, e derou an Amzer, un dolzenn gelc’hiek a voe lakaet gantañ e-kreiz Vindobitus, hanter-hent, keit-ha-keit all etre Aedobitus ha Nemobitus.

1923
Daveenn : SKET p.28

tolzenn gg.

1923
Daveenn : SKET p.193, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "masse".

Ur souezh ar mogerioù maen-se a lavarfec’h ez int bet savet gant dorn ar ramzed a bantennadoù krec’hioù hag a dolzennoù roc’h a-bezh distaget diouzh tor ar menezioù !

1923
Daveenn : SKET p.15

"tolzenn" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.142 « Geriadurig », "masse, lingot".

Teir zolzenn en doa lakaet er fornez, unan aour, arc’hant an eil, hag arem an drede.

1924
Daveenn : SKET.II p.18

tolzenn

1931
Daveenn : VALL pg bloc

Ac’hanta, e penn uhelañ al «leuveenn » dirak an iliz-veur, el lec’h end-eeun ma veze aozet warnañ bep bloaz telt ar Sakramant, setu pelec’h e fellas d’ar re-se, ha dreist-holl d’unan anezho, ar Beskont Gustav Kergezeg (1) stekañ an dolzenn gouevr hanter verglet, kizellet gant Yann Boucher, paotr delwenn vras Roazhon : ha diwar neuze e tarzhas reuz, charre ha trubuilh em Bro-Dreger.

1954
Daveenn : VAZA p.55-56

Un dolzenn dilhad fank - sed, deus an diaz d'ar barr, ar berniad !

2013
Daveenn : BERNI p.5

Da gentañ em eus gwelet ur seurt tolzenn dirak ti Zisimatos met ne oan ket evit gouzout petra 'oa.

2015
Daveenn : EHPEA p279

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial