1. Endalc'her prenn bras, bolzek ar c'hreiz anezhañ, graet gant plenk dalc'het gant kelc'hioù ha gant daou dal, a dalvez da lakaat liñvennoù.
Gwin dre donell.
DHS. barrikenn.
2. Unanenn ec'honad a reer ganti evit muzuliañ barregezh ur vag, zo par da 2,83 m3.
[1925] Div c’hober, d’ar c’houlz-se, a oa en porzh Lokireg : ar Vran hag ar Big, gobiri a dregont tonell.
Daveenn :
GON.II
pg tonel (tonneau, grand vaisseau de bois, fait pour mettre des liquides).
Evel ma oa bet divizet gant kabiten ar Varikita, kent kuitaat Montroulez, dilezet am eus bet e viskinenn, evit mont war roll ar Gornaouek, un teir-gwern karrez eus an Naoned, ul lestr a bemp kant tonell nevez-flamm.
Evel ma oa bet divizet gant kabiten ar Varikita, kent kuitaat Montroulez, dilezet am eus bet e viskinenn, evit mont war roll ar Gornaouek, eun teir-gwern karre eus an Naoned, eul lestr a bemp kant tonnell neve-flamm.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.182
Div c’hober, d’ar c’houlz-se, a oa en porzh Lokireg : ar Vran hag ar Big, gobiri a dregont tonell.
Diou c’hober, d’ar c’houlz-ze, a oa en porz Lokirek : ar Vran hag ar Big, gobiri a dregont tonnell.