Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Felladenn c'hrevus. Ober un torfed. Tanañ an tiez ha lazhañ an dud zo torfedoù skrijus. Tamall un torfed da ub. An torfedoù a vez barnet e lez an Azezoù. Kaout e lod tamall, e lod gwall, e lod kablusted en un torfed : bezañ kemeret perzh e doare pe zoare ennañ. Un torfed marvel : zo dellezek a varv. & (impl. hep gm.) Prouiñ torfed war ub. : prouiñ ez eo an den-se kablus eus an torfed-mañ-torfed. & Tr. [2015] torfed a-enep an denelezh 2. Dre skeud. Ober a sav enep ur reolenn degemeret. Un torfed enep da spered ar vro. Pep kasoni zo torfed. [1878] Va gwall ha va zorfed / Dirak an nasion,/Eo ma em eus prezeget/ An Aviel gwirion, / Tamallet al lezenn /Da vezañ chismatik, /Hag ouc’hpenn ivez, heretik.

Skouerioù istorel : 
46
Kuzhat roll ar skouerioù

faezhet war un torfed

1659
Daveenn : LDJM.1 pg attaint d'vn crime

torfed

1659
Daveenn : LDJM.1 pg crime, forfait

Souprenet oa en e dorfed.

1732
Daveenn : GReg pg flagrant (Il fut surpris en flagrant délit.)

monet a dorfed e torfed

1732
Daveenn : GReg pg accumuler

torfedoù a zilimit ar marv

1732
Daveenn : GReg pg (un crime) capital

kometiñ un torfed

1732
Daveenn : GReg pg commetre (un crime)

Ur c'hriminal a anzav e dorfed en em gondaon e-unan.

1732
Daveenn : GReg pg condamner (Un criminel qui avoüe le crime se condamne lui-même)

torfed

1732
Daveenn : GReg pg crime, forfait (crime, prevarication.)

torfedoù

1732
Daveenn : GReg pg crime, forfait (crime, prevarication, p.)

torfed a-enep ar Vajeste

1732
Daveenn : GReg pg crime (de Lese-Majesté)

torfed a zimilit ar marv

1732
Daveenn : GReg pg crime (capital)

Ur c'hriminal a anzav e dorfed en em varn e-unan.

1732
Daveenn : GReg pg condamner pg condamner (Un criminel qui avoüe le crime se condamne lui-même)

torfetoù

1732
Daveenn : GReg pg forfait (crime, prevarication, Van., p.)

torfed

1732
Daveenn : GReg pg forfait (crime, prevarication, Van.)

faezhet war un torfed

1732
Daveenn : GReg atteint (atteint, convainu d'un crime)

bezañ boureviet gant ar soñj eus e dorfed

1732
Daveenn : GReg pg bourreler (être bourrelé par l'image de son crime)

torfed a zilimit ar marv

1732
Daveenn : GReg pg (un crime) capital

torfejoù

1850
Daveenn : GON.II pg torfed

an torfed-se a zellez ar marv

1850
Daveenn : GON.II pg torfed

torfed

1850
Daveenn : GON.II pg torfed

torfedoù

1850
Daveenn : GON.II pg torfed

Goude dont da vezañ lorgnezh, / Mezh ar vro ha gouli ar bed, / Gant o gwall reverzhi nec'het, / Ez eont, sammet a dorfejoù, / Da vreinañ er vac'h[,] oc'h 'r c'hefioù.

1867
Daveenn : MGK p130

Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an eñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern.

1867
Daveenn : MGK p23

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek-hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.

1867
Daveenn : MGK p26

Doue marteze en deus va espernet evit lavaret deoc’h e rankot a-barzh nebeut amañ rentañ kont dezhañ eus an torfedoù bras hag eus ar muntroù kriz oc’h eus graet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.59-60

Kemeret madoù an Iliz, evitañ da vezañ un torfed eus ar re vrasañ, rak ouc’hpenn ma’z oa ul laeroñsi, a ioa c’hoazh ur "sakrilaj" ; n’oa ket diaes dezho, rak an Iliz n’he deus nag archerien na soudarded da zifenn he zra.

1877
Daveenn : EKG.I. p.2

Aonik evel an dud a zo sammet o c’houstiañs a viltañsoù hag a dorfedoù, Loull ar Bouc’h a oa prennet mat an dorioù en-dro dezhañ, ha c’hoazh ne gouske nemet ul lagad digor.

1877
Daveenn : EKG.I. p.118

Va gwall ha va zorfed Dirak an nasion, Eo ma em eus prezeget An Aviel gwirion, Tamallet al lezenn Da vezañ chismatik, Hag ouc’hpenn ivez, heretik.

1878
Daveenn : EKG.II p.246-247

Pediñ a ris em c’halon an Aotrou da bardoniñ dezho an torfed-se.

1878
Daveenn : EKG.II p.31

Ar pezh a zo, a-berzh Fabian Croy, mont a-enep liberte ha galloud ar bobl, ha gervel a-nevez ar roue evit gwaskañ ha mac’hañ adarre ar vro ; torfed hag a dle bezañ puniset hervez al lezennoù hag evit silvidigezh ar Republik.

1878
Daveenn : EKG.II p.204

Yannig, nemedec’h na glemmet / Mar oc’h er giz-se gwall c’hraet : / Brasañ torfed, ‘me hon zado[ù], / Laerezh arc’hant en ilizo[ù] ; / D’ar Sent, koulz ha dimp, na dere / E vo graet foar gant o danve[z]. / ‘N [a]otro[u] sant Pêr, ‘vit an dro-mañ, / Na vo ket re rust, a gredan, / Nemet miret don ‘n ho spered / Ar gentel ‘zo bet de[o]c’h roet. /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Ken dizanat edo an avoultriezh ma n’oa gant ar yezh ger ebet d’hec’h envel, ha n’he doa pourchaset al lezenn kastiz ebet d’ar seurt torfed.

1923
Daveenn : SKET p.67

O voustrañ dezhi he genou gant e zorn d’he herzel da grial e talc’has anezhi evel-se flastret ken n’o dije e vreudeur kaset da benn o zorfed.

1923
Daveenn : SKET p.103

Hogen, marvedigezh an nav-ugent divroad gant an tri roue anezho, tanidigezh o listri, kasidigezh da get kement tra a biaouont, ne walc’hint ket an torfed a zo bet graet.

1923
Daveenn : SKET p.107

Perc’henn ar park a erruas war an torfed.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 45, p.1066 (Gwengolo 1924)

tamall un torfed da ub.

1931
Daveenn : VALL pg accuser (qqn d'un crime)

Torfedoù an alkool

1943
Daveenn : TOAA p1

Evel en aval [e] krign ar preñv / O toullañ don, o tantañ kreñv, / E sank ur bir em askre noazh : / Ma zorfed, Doue, zo ken bras !

1960
Daveenn : PETO p55

Di [da rouantelezh ar gozed] eo bet kaset ar roue ! / Gaid Kêrlennou, en an' Doue ! / Sarrit ho kenoù, me ho ped. / Torfejou 'walc’h, siwazh, zo bet.

1960
Daveenn : PETO p31

Nemet a-raok monet er roud, / Displeget sklaer, e karfen goût / Pe dorfed din zo rebechet / Ha da be zrougoù ' oan techet.

1960
Daveenn : PETO p74

Hogen, war a welan, keuz d'ho torfed hoc'h eus, / Glac'haret oc'h gantañ, mantret ha leun a euzh.

1960
Daveenn : PETO p48

Ur miz brezel bihan diehan, ar re gozh e-giz ar re yaouank, an holl, noz-deiz, o vrezeliañ a-enep "an torfed diwezhañ enep an natur".

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.2

Kelc'hiadoù tud, didrouz pe pas, kerzhadegoù diouzh an noz gant etivi, sevel leurenn un torfed e-giz ma vez gwelet er Stadoù-Unanet bevennet gant ur seizenn-surentez...

2015
Daveenn : DISENT p56

Aet e o Papon da brefed polis goude bezañ bet servijour feal faskouriezh Vichy, ha lezet da vont kerkent ha kondaonet abalamour d'e dorfed a-enep an denelezh.

2015
Daveenn : DISENT p147

Plediñ a reomp-ni gant torfedoù kellidel all. Anaoudek war ar floderezh kemedel eo Rann Moustrerezh an Torfederezh Kellidel.

2015
Daveenn : EHPEA p89

N'on ket evit krediñ n'eo ket bet lazhet en ul lec'h all bennak, met kit da gavout pelec'h, evit ober an enklask war lec'h an torfed.

2015
Daveenn : EHPEA p46

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial