Ar., adv. hag estl.
I.
Ar.
1. (db. an dud)
[1732] Hervez youl, c'hoant (ub.)
&
[1732, 1927, 1931] a-youl pep hini : gant asant pep hini.
[1732] A-youl pep hini.
&
A-youl Doue : a-drugarez da Zoue.
2. Dre skeud.
(db. an traoù)
[1732] Da heul, dre berzh (udb.)
[1732] A-youl mor hag avel.
Taolet ha distaolet a-youl mor hag avel. Seizennoù ruz o fraoñval a-youl ar pevar avel.
II.
Adv.
A.
1. [1850, 1929, 1931] Diwar e c'hoant, e ziviz dezhañ e-unan.
[1850] Mont a ris di a-youl.
[1923] A-youl e vije bet selaouet kelenn an doue, hon Tad, ha na vije ket bet da gastizañ, en hon touez, nemet an dorridigezh a-berzh unan !
[1931] digemerout a-youl.
HS. a-fetepañs, a-youl-gaer.
2. Stn.
[2007] Youlek, mennet.
[2007] Ha neuze em eus bet betek dek skoliad ha pevar-ugent, etre c'hwezek vloaz, seitek vloaz, triwec'h vloaz. Tud a-youl ! [2007] Ouzhpenn-se ar skolidi a oa a-youl ha n'eo ket a-youl-vat hepken. A-youl e oant.
B.
Tr. stl.
KOZH.
1. (dirak ar stl. "ma")
A-YOUL DOUE MA : troienn a dalvez da verkañ an hetiñ.
A-youl doue m'hor bo un emwel. A-youl doue na ve biken brezel.
&
Dre verr.
[1923] A-YOUL MA.
Ha te, an hini a lenno al linennoù-mañ hag a lakaio evezh d’ar bugenoù, a-youl ma vezi bepred drant, bepred kreñv, bepred yac’h, bepred pinvidik !
HS. salv (ma).
2. (dirak ar rv. "e")
{1732, 1923, 1927] A-YOUL (DOUE) E (+ v.) : troienn a dalvez da verkañ an hetiñ.
[1732] A-youl ez aen : gant ma'z aen.
[1923] Evit ar seizh plac’h yaouank, a-youl e vefe da c’hoarezed, da verc’hed, da c’houhezed heñvel outo !
III.
Estl.
[1732, 1927] A-youl : gant ma c'hoarvezo evel-se, gant ma troio udb. evel ma heter.
Ha te, an hini a lenno al linennoù-mañ hag a lakaio evezh d’ar bugenoù, a-youl ma vezi bepred drant, bepred kreñv, bepred yac’h, bepred pinvidik !
Ha te, an hini a lenno al linennou-man hag a lakaio evez d’ar bugenou, a-youl ma vezi bepred drant, bepred krenv, bepred yac’h, bepred pinvidik !
1923
Daveenn :
SKET
p.83
Evit ar seizh plac’h yaouank, a-youl e vefe da c’hoarezed, da verc’hed, da c’houhezed heñvel outo !
Evid ar seiz plac’h yaouank, a-youl e vefe da c’hoarezed, da verc’hed, da c’houhezed henvel outo !
1923
Daveenn :
SKET
p.121
Mar n’hellez ket stummañ an dud diouzh da c’hoant, na zeuet da wir evidout an dro-enep : n’en em lez biken da vezañ stummet gant an dud hag an darvoudoù, nemet a-youl e plegfes da se e sell eus ar Vad, rak n’eo ket un dervenn start ez eo, ne vo biken ur c’halet a baotr, ne vo biken anvet den-meur, hogen merc’hodenn-goar, krouadur-pri, bugel-douar, an neb en em lez da vont from-difrom da heul an traoù a-ziavaez.
Mar n’hellez ket stumma an dud diouz da c’hoant, na zeuet da wir evidout an dro-enep : n’en em lez biken da veza stummet gand an dud hag an darvoudou, nemet a-youl e plegfes da ze e sell eus ar Vad, rak n’eo ket eun dervenn start ez eo, ne vo biken eur c’halet a baotr, ne vo biken anvet den-meur, hogen merc’hodenn-goar, krouadur-pri, bugel-douar, an neb en em lez da vont from-difrom da heul an traou a-ziavaez.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.31
a-youl Doue ez…
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg a-youl
a-youl pep hini
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg a-youl
a-youl
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg a-youl
a-youl pep hini
a youl pep-hini
1931
Daveenn :
VALL
pg (d'un commun) accord
a-youl
1931
Daveenn :
VALL
pg bénévole
digemerout a-youl
1931
Daveenn :
VALL
pg accepter
Ouzhpenn-se ar skolidi a oa a-youl ha n'eo ket a-youl-vat hepken. A-youl e oant.
2007
Daveenn :
KASTE
p. 212.
Ha neuze em eus bet betek dek skoliad ha pevar-ugent, etre c'hwezek vloaz, seitek vloaz, triwec'h vloaz. Tud a-youl !