I.
1. Stokell, en urzhiataerioù, e binvioù seniñ zo, h.a.
Unan eus an touchennoù gwenn. Touchennoù ar skriverez.
DHS. lanker.
2. Fiselenn zo skoulmet e beg lêrenn ur skourjez.
Klask a raen lakaat touchenn ar skourjez da strakal.
&
Trl. skeud.
E lost ar foet emañ an douchenn : frazenn a reer ganti evit komz eus ul lizher, ur brezegenn, dezhi un doare dinoaz en deroù hag a echu gant ur flemmadenn.
&
Bezañ lemm, flemm e douchenn : bezañ lemm e deod.
&
Plegañ touchenn, plegañ e douchenn : tevel, paouez a abegiñ udb., dilezel e zezev war udb., plegañ da ub.
C'hoazh e rankfemp plegañ touchenn. A-walc'h eo un den a galon evit lakaat ar gañfarded-se da blegañ o zouchenn.
&
Plegañ, krennañ e douchenn da ub. : e lakaat da devel.
Krennañ o zouchenn d'he zamallerien.
&
Bezañ pladet e douchenn da ub. : bezañ mantret.
Touchenn Fulup a oa pladet mat rak klevet en doa Fañch o kouezhañ.
HS. begenn, flipenn.
II.
1. Alc'hwez ur c'hog (gwikefre) (II).
HS. pluenn.
2. Kadranas evit prennañ un doare hual.
Touchenn ar potailh.
3. (db. an horolajoù)
Biz.
HS. spletenn.
4. Lavnennig vetal a dalvez da lañchenn da vinvioù seniñ zo, a c'holo lañchenn un ograoù.
5. Gwalennig lemm a dalveze da skrivañ war ar c'hoar.
Daveenn :
GReg
pg (la plume, ou espece de cadenas pour fermer les) entraves
touchenn
toucheñ
1732
Daveenn :
GReg
pg (robinet d'une) canelle (clef pour ouvrir, & pour fermer la cannelle), (la plume, ou espece de cadenas pour fermer les) entraves
touchennoù
touchennou
1732
Daveenn :
GReg
pg (robinet d'une) canelle (clef pour ouvrir, & pour fermer la cannelle), (la plume, ou espece de cadenas pour fermer les) entraves
klavier an touchennoù
claouyer an touchennou
1732
Daveenn :
GReg
pg clavier (d'orgue, de clavessin &c)
Mat ar stal : Gwilhoù 'r bleiz, e douchenn atav lemm, / Flatrer ha fistouler, o kaout an dro a flemm.
Mad ar stal : Gwillou 'r bleiz, he douchen atao lemm, / Flatrer ha fistouler, o kaout ann dro a flemm.
1867
Daveenn :
MGK
p104
Pastorien ! pastorien ! 'r bleiz ne ve tamallet, / Ma ve, eveldoc'h-hu, un douchenn oud e foet [:] / Pa n'hell kaout frank e damm, ez a gantañ dre laer ; / Anez, ermit, pep pred ve goullo e gaoter.
Pastorien ! pastorien ! 'r bleiz ne ve tamallet, / Ma ve, evel d-hoc'h-hu, eunn douchenn oud he foued. / Pa n'hell kaout frank he damm, ez a gant-han dre laer ; / Anez, ermid, pep pred ve goullo he gaoter.
1867
Daveenn :
MGK
p85
Ha pa ve, evel dir, kalet o zouchennoù, / Ar pezh zo gwir ha mat ne vezo fall na gaou.
Ha pa ve, evel dir, kalet ho zouchennou, / Ar pez zo gwir ha mad ne vezo fall na gaou.
1867
Daveenn :
MGK
p73
touchenn
toúchen
1909
Daveenn :
BROU
p. 430 (extrémité d'un fouet)
plegañ e douchenn
plega e douchenn
1931
Daveenn :
VALL
pg baisser
Er penn-kentañ en doa graet un nebeud taolioù-arnod o pouezañ war an touchennoù met ur gwall c'hwitadenn e oa bet ha galvet en doa Koula war e sikour.
2015
Daveenn :
EHPEA
p20
Pa vez anv eus da vad dit-te e ouzez a-walc'h plegañ da douchenn.