Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. H.g. Obererezh touellañ. Kalz touellerezh a vez er politikerezh. 2. G. Gwechad touellañ (ub.). Un douellerezh all a oa en e spered. Emaint war hent an touellerezhioù hag ar riskloù a bep seurt. HS. touelladenn.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

touellerezh

1850
Daveenn : GON.II pg bamérec'h, barad, falloni, gôgé, lorbérec'h, saouzan, touellérez

Kavout a ra deomp eo poent deomp en em sevel eneb d'ar gwaskerezh trubard-se ha reiñ penn d'an touellerezh.

1911
Daveenn : PSEP p V

Hounnezh, m’hen tou, a oa un amzer venniget dreist an holl amzerioù, pa n’oa e-touez mibien ha merc’hed Manos na gwarizi, na rendael, na gevierezh, na touellerezh, na dizeeunder, na gourvenn, na buanegezh, na kasoni ; ma rene kenetrezo an unvaniezh, ar geneilded hag ar gengarantez a oa bet etre Atir ha Matir.

1923
Daveenn : SKET p.67

Trec’hiñ a reont da fillidigezhioù ar c’horf ha da re an ene, d’ar skuizhder, d’an naon ha d’ar sec’hed, d’an digalon, d’an droug, d’an aon, da hoaladurioù ar skiantoù hag ar spered, d’an touellerezh-Estren.

1923
Daveenn : SKET p.80

touellerezh g.

1923
Daveenn : SKET p.193, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Tromperie, mirage (au fig.)".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial