I.
(Termen hollek a ya da envel meur a spesad rinkined anavezet e Breizh)
A.
1. Termen hollek a ya da envel daou spesad rinkined bihan ha dizrouk eus ar c'herentiad Scyliorhinidae, dezho ur c'hroc'hen brizh.
Touilhed a bep seurt liv.
&
Trl.
Kignet evel un touilh : kignet da vat.
&
C'hweziñ evel un touilh : c'hweziñ kalz.
&
Kroc'hen touilh : kroc'hen garv.
Hennezh a oa kroc'hen touilh warnañ.
&
Trl. kv. (db. ar c'hroc'hen)
Ken kalet, ken garv ha kroc'hen un touilh : garv da vat.
&
Gleb evel un touilh : gleb-teil.
2. Touilh gwenn, gris, traezh : rinkin e anv spesad Scyliorhinus canicula.
&
Touilh du, rouz : rinkin e anv spesad Scyliorhinus stellaris.
B. Rinkin korfet krenn, e anv spesad Isurus nasus.
&
Trl. kv.
Tev evel un touilh : tev-mat.
HS. soner.
C. Touilh-spin : spineg.
II.
Dre skeud. (db. an dud)
1. Kunuj.
Penn-touilh : den vil.
2. Den (bugel prl.) bet chomet er-maez dindan ar glav.
Pebezh touilh !
Daveenn :
GON.II
pg bleiz-mor, toul (roussette ou chien de mer, poisson).
touilhed
touled
1850
Daveenn :
GON.II
pg toul (roussette ou chien de mer, poisson. Pl.)
Ar vamm, evel diagent, ac’h ae div pe deir gwech war ar sizhun, da Lanneur, da Wimaeg, da Blegad ha da Blistin da werzhañ he boutegad meskl, koukouz ha bigorned, tammoùigoù pesked : moulleged, levneged, pleised, touilhed, morleanezed, prenet ganti pe besketaet gant Bilzig hag an tri vugel all.
Ar vamm, evel diagent, ac’h ê diou pe deir gwech war ar sizun, da Lanmeur, da Wimaëc, da Blegat ha da Blistin da werza he boutegad meskl, koukous ha bigorned, tammouigou pesked : moulleged, levneged, pleised, touilhed, morleanezed, prenet ganti pe besketet gant Bilzig hag an tri vugel all.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 47, p.1120 (Miz Du 1924).
Gant an drag e peskete pleised, lizenned, balbuenned, toulboud, raeed, touilhed a bep liv : touilhed-traezh, touilhed-rouz, touilhed-spin (1).
Gant an drag e peskete pleized, lizenned, balbuenned, toulboud, rêed, touilhed a bep liou : touilhed-trêz, touilhed-rouz, touilhed-spin [1].
Daveenn :
BILZ2
p.103, Notenn 1 : "Touilh-trêz, chien de mer qui vit sur le sable et en prend la couleur ; sa chair est plus délicate que celle du "touilh-rouz" qui fait son habitat sur le rocher, et surtout plus délicate que celle du "touilh-spin", à la peau rude et argentée, poisson sauvage et qui vit plus au large".
Notennoù studi
Skrivañ a reas ar Gonideg e GON.II e veze ivez graet "bleiz-vôr" eus ar pesk-se.