Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Trouz bras ha badaouus. Sevel a reas tourni er bodoù lore. [1944 ] War lerc'h lein, e voe klevet mouez tregernus ar barz poblus Charlez Rolland a Werleskin, o sevel dreist an dourni. Ar morzholioù a gouezhe gant tourni spontus war an annev. Tourni an avel hag ar glav a vire ouzhimp a gompren ar pezh a lavare. & (impl. da anv unan) Un dourni zo ganto, seurt na'm eus klevet biskoazh. 2. Dre skeud. Reuz, tabut. Kement a dourni a oa bet en-dro d'al levr-se ma kavas gwelloc'h tevel. HS. cholori, safar, toumpi, tousmac'h.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

tourni

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bruit

tourni

1732
Daveenn : GReg pg (grand) bruit (crierie, tintamarre)

tournioù

1732
Daveenn : GReg pg (grand) bruit (crierie, tintamarre)

ober tourni

1732
Daveenn : GReg pg (faire un grand) bruit

graet tourni

1732
Daveenn : GReg pg (faire un grand) bruit

tourni ur wreg

1732
Daveenn : GReg pg carillon (bruit d'une femme de mauvaise humeur)

tourni

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tourni

Frond he c’hoadoù a c’hweshemp ha tourni lirzhin he gwazhredennoù, a-dreuz kant ha kant a levioù, a zigouezhe betek ennomp.

1923
Daveenn : SKET p.41

Ra dregerno da di, da bep penn-deiz, gant kroz an tabutoù, trouz an taolioù, [t]ourni ar c’hannoù !

1923
Daveenn : SKET p.84

An dourni he zennas eus ar vougev e-lec’h m’edo kousket e lein ar menez.

1924
Daveenn : SKET.II p.51

En-dro d’ar maner e savas neuze youc’hadennoù, skrijadennoù, un dourni, ur voubou… N’ouzon ket penaos maner Kervarker n’eo ket bet kouezhet en e boull !… Evit ur jolori, setu amañ ur jolori.

1925
Daveenn : BILZ2 p.160

War-lerc'h lein, e voe klevet mouezh tregernus ar barzh poblus Charlez Rolland a Werliskin, o sevel dreist an dourni, hag o tispakañ sonioù entanet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.168

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial