1. [1909] Ardivink dorn pe dredan a dalvez da douzañ ar c'hreoñ, ar blev.
[1909] Touzerez.
Touzerezioù ar perukenner.
2. (el liorzhoù)
Ardivink, zo lusket e lavnennoù gant nerzh an den pe gant hini ur c'heflusker, a dalvez da douzañ ar geot.
Un douzerez(-c'heot) tredan.
Touzerezed a veze kavet avat da brenañ, hag evel-se e c'hellemp-ni krennañ e vlev an eil d'egile ; ne veze ket marteze dispar-dispar an troc'h, met en e aez e vezed da nebeutañ.