Dezverkoù all

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Anv-gwan ar verb "touzañ".

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

touzet e vestr

1732
Daveenn : GReg pg griveler (faire des profits secrets & illicites dans une commission, pp.)

« Setu me, evit mat, pizh ha kempenn touzet ; / Gwerzhet ho peus din-me kalz skiant evit va blev. »

1867
Daveenn : MGK p64

Dirakañ war beg ar Palud, touzet evel ur penn katarek, ar vilin-avel, hag an ti-gward, hag, a-rez ar mor, ar Fort gant e c’hwec’h pezh kanol.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

— Un divinadell : Divin dit an divinadell : Kamm, jilgamm, da belec’h ’c’h ez-te ?… / Reor touzet forzh ’zo dit-te, / Pa n’on ket eus da di-te. Ha pep hini da glask, da skrabat e eñvor. Bilzig a grafe e benn. Jarlig kozh a c’hwezhas dezhañ : — Ar prad ar reor touzet, ar wazh ar jilgamm.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.946 (Mae 1924)

Aet e oamp, tri soner all ha me, da goaniañ en un ostaleriig e rakkêr Belem : amañ bepred, emezomp, ne vimp na touzet na kignet.

1954
Daveenn : VAZA p.132

A-drugarez d’ar mizoù-se, d’ar gwenneien skrapet diganin e kêr Auchen hag en Aleksandrovo gant kanfarded an eskemm-arc’hant – Yuzevien holl, aotrou Koñsul Rusia ! – hag epad [e-pad] an treuz n’hellen ket evelkent chom hep terriñ ur wech an amzer d’am naon ha d’am sec’hed e kirri-prejañ, touzet pe dost da vat e oan pa lakais troad e kêr Moskov, peogwir ne vane em godell nemet ur pezh ugent lur…

1955
Daveenn : VBRU p.28

Ofis publik ar brezhoneg