— « O ! ur vaouez eo, » a respontas Lom ; « ur vaouez eo, n’eus douetañs ebet da gaout. Gwelout a ran mat-tre he c’hoef gwenn hag he brozh du. »
Ur wech an amzer e skriven ivez ur pezhig, fentus-tre war a grede din met diot awalc’h [a-walc’h], emichañs ; n’eus forzh, plijout a rae kement tra d’am arvestourien na oant ket gwell [gwall] sinac’h.
Se an hini eo. Tre eveldomp-ni.