Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. JEDON. Kevrenn eus un hollad rannet e teir lodenn gevatal (1/3). Un drederenn eus ar bloaz. Daskoret en deus an drederenn eus an dle. An div drederenn eus an dud a oa savet a-du gantañ. DHS. daoufarzh. 2. GWECHALL GWIR Rann eus madoù daou bried a zegouezhe d'ar wreg pa c'hoarveze d'he gwaz mervel araozi.

Skouerioù istorel : 
26
Kuzhat roll ar skouerioù

trederenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tiers

trederenn

1699
Daveenn : Har. pg tredrenn

reiñ he zrederenn da ur c'hreg

1732
Daveenn : GReg pg champarter (lever la dixième, la treizième, ou, la quinzième gerbe dans la moisson de ses tenanciers), douer (assigner le doüaire à une femme)

an intañvez-hont he deus un enebarzh kaer, un drederenn gaer

1732
Daveenn : GReg pg (cette veuve a un gros) doüaire

trederenn

1732
Daveenn : GReg pg douaire

trederennoù

1732
Daveenn : GReg pg douaire

Un drederenn gaer he deus bet an intañvez.

1850
Daveenn : GON.II pg trédéren (la veuve a eu un beau douaire).

trederenn

1850
Daveenn : GON.II pg trédéren (on dit aussi "trédéarn", et, par syncope, "trédern"), pg trédern (voyez "trédéren").

trederann

1850
Daveenn : GON.II pg trédéren, trédern (on dit aussi "trédéarn", et, par syncope, "trédern").

trederenn

1850
Daveenn : GON.II pg énébarz, trédéren (tiers, troisième partie. de plus, douaire, don, pension à la veuve sur les biens de son mari décédé, qui était le tiers du bien commun entre le mari et la femme, suivant la coutume de Bretagne), trédéarn, trédérann, trédérennérez, trédern

trederann

1850
Daveenn : GON.II pg terdérann (voyez "trédéren"), pg trédéren (en Vannes, terdérann).

trederenn

1850
Daveenn : GON.II pg trédérann, trédéren

Un drederenn a zo dleet dezhañ.

1850
Daveenn : GON.II pg trédéren (il lui revient un tiers).

An drederenn eus ar bloaz a dremen war ar maez.

1850
Daveenn : GON.II pg trédéren (il passe le tiers de l'année à la campagne).

Debret en deus an drederenn eus a un aval.

1850
Daveenn : GON.II p.59 (Il a mangé le tiers d'une pomme).

Ne oufen ket lavaret deoc’h pet bandenn a yoa er c’hiz-se dre ar vro, na kontañ deoc’h an drederenn zoken eus o gwalloberoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.190

Me ’garfe e chomfe an drederenn ac’hanomp da zibriñ o zamm amañ war an hent, ha ma tigouezh soudarded Canclaux warnomp, e vezint a-walc’h evit en em zifenn ur pennad, da c’hedal ma vezo ar re all deuet d’o sikour.

1878
Daveenn : EKG.II p.4

Bagadoù a voe, hag int her gant niver, nerzh ha kadarnded o brezelourien, en em ziskouezas en armoù en harz-bro an Estren hag a daeras outañ ma roje an drederenn eus e barkoù, eus e beurvanoù, eus e goadoù, eus e dropelloù, eus e vinvioù, eus e gêriadennoù (3).

1923
Daveenn : SKET p.88

Diouzh klevout e vije bet o bro mammenn an doueed hag ec’h astennje ar bobl anezhi hec’h impalaeriezh war ziv drederenn ar bed.

1923
Daveenn : SKET p.101

trederenn gg.

1923
Daveenn : SKET p.193, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "tiers".

Ur mous am eus ezhomm… Bilzig, na te a deufe ganen ?… Div drederenn a lod ur martolod az po.

1925
Daveenn : BILZ2 p.166

trederenn

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXVIII

trederenn

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXVIII

Ar gweladennoù armoù ha pakadoù pezh ha pezh, a oa d’ar Sadorn goude kreisteiz, ha rouez e oa ma ne veze ket dalc’het un drederenn ac’hanomp er c’hazarn da Sul, evit un draig dister bennak dizoloet gant an ofiser.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

Evit bevañ e oa pep tra eta er solier, diouzh tu an hent, war ledander an drederenn bennak eus an ti ne oa disparti ebet.

1985
Daveenn : DGBD p95

[...] un drederenn eus poblañs Bro-C'hall bep bloaz e miz Gouere, miz Eost, a zegas o doare-bevañ kêrel war ar maez, pe war an aod dreist-holl

2007
Daveenn : KASTE p188

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial