Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Trefu ennañ. Trefuet e spered gant atiz ar chase. Ken trefuet eo Izold ma koll he livioù kaer. HS. strafuilhet.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Hag holl evurus, ankouaet gante o laeroñsi, ha trefuet, krial a raent, ha c’hoarzhin ha skrijal ! Kement ha ker bihan, ken ma deuas ar sakrist kozh, hanter vouzar koulskoude, d’o c’hlevet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Ha Lellig, mezhek ha trefuet, aon dezhañ da vezañ rasklet. — Pet Doue ’zo ?

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1022 (Gouere-Eost 1924)

Bezañ oa eno moarvat, daou pe dri-c’hant den, gwazed, merc’hed, kanfarded, trefuet, trelatet o fenn, hantervezv pe vezv darn anezhe, hag a grie, a youc’he, a sutelle en-dro d’ar valtouterien.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

N’ankouait ket, mar plij, lenner, penaos e miz Kerdu pe e miz Genver ne vez ket tomm-berv ar mor hag an aer, ha neuze e ouefet [e ouezot] abalamour da betra e veze an dud-se ken trefuet, abalamour da betra e veze digaset dezhe pep a werennad mat a win-ardant.

1925
Daveenn : BILZ2 p.122

trefuet

1931
Daveenn : VALL pg bouleversé (au moral)

An abardaevezh-se, e oa pignet en-dro ar breur Arturo diouzh an iliz d'e logig wenn, trefuet, aet war e gement-all.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial