Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.b. 1. Stad ur stroll tud zo unanet, en em glev an eil gant egile. Distagañ a reas komzoù a beoc'h hag a unvaniezh. An unvaniezh a zegaso an trec'h. Bevañ en unvaniezh. HS. unaniezh. 2. Perzh, stad udb. zo unvan. Unvaniezh ha reizhded ar yezh. II. B. 1. Ere a ro tu d'ur stroll da vevañ a-gevret. Ar Stad a glask diazezañ un unvaniezh. 2. Aozadur, ensavadur a voder hiniennoù ennañ. Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg. DHS. unaniezh.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

unvaniezh

1732
Daveenn : GReg pg accord, conciliation, concorde (union d'une famille)

unvaniezh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg unvanidigez

unvaniezh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg unvaniez, urvaniez

na dorrit ket an unvaniezh a zo etrezo

1850
Daveenn : GON.II pg unvaniez, urvaniez

an unvaniezh etre an holl a c'houlenn an dra-se

1850
Daveenn : GON.II unvaniez, urvaniez

unvaniezh

1850
Daveenn : GON.II pg kévrédigez , unvaniez, urvaniez

Stagañ ar ouenn en unvaniezh klok ouz an amzerioù tremenet.

1909
Daveenn : REZI p. 9

Mar ne vefe ket unvaniezh ar wech kentañ, e vefe votet un eil gwech.

1909
Daveenn : REZI p. 8

Hiniennoù a lavar n’oa tra souezhus ebet en unvaniezh-se o ren etre Manos ha Bena, p’o devoa bevet atav a-gevret adalek o oad tenerañ, ha ma’z oant unanet dre liammoù nesañ ar gwad.

1923
Daveenn : SKET p.45

unvaniezh

1923
Daveenn : SKET p.194, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) "Unvan" g. "concorde" ; ivez "unvaniez" gg. »

Hounnezh, m’hen tou, a oa un amzer venniget dreist an holl amzerioù, pa n’oa e-touez mibien ha merc’hed Manos na gwarizi, na rendael, na gevierezh, na touellerezh, na dizeeunder, na gourvenn, na buanegezh, na kasoni ; ma rene kenetrezo an unvaniezh, ar geneilded hag ar gengarantez a oa bet etre Atir ha Matir.

1923
Daveenn : SKET p.67

An Iliz, ti ar bedenn, hent ar silvidigezh ; an iliz gant he Aelez he sent hag he sentezed alaouret, lizennet e moged an ezañs, sklent dindan son kroz an ogroù pe unvaniezh dudius ar mouezhioù ; an iliz, levenez an eneoù santel liammet gant karantez ar Werc’hez Vari, maget gant bennozhioù o Salver.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

"unvaniezh" gg.

1924
Daveenn : SKET.II p.144 « Geriadurig », "Accord, union (morale)".

KUZUL-MERAÑ AN DEPARTAMANT [Mor-Bihan]. — Setu amañ anvioù an dud a vo er c'huzul-se ; An Ao.Ao. : Yann Camenen, kuzulier-meur ; Loeïz Guillois, maer Ploermael, kuzulier-meur ; Firmin Tristan, kannad, prezidant ar C'huzul-Meur ; Marsel Guihot, prezidant kambr-goñvers ar Mor-Bihan ; Herri Herr, prezidant Kef ar Goproù-Tiegezh ; Huber Jegourel, pennmedisin ospital Pondi ; Loeïz Le Laennec, prezidant Unvaniezh sindikajoù al labourerien-douar ; Jozef Le Rouzic, maer Karnag ; Jozef Lucas, pesketaer.

1941
Daveenn : ARVR niv. 7/3a

E Montroulez e voe taolet pled ne oa ket ur gwall doullad unvaniezh etre ar « Barizianed » hag ar « Vrezhonegerien ». Aes e oa gwelout e oa div gostezenn o tiwanañ, hag e vije arne ur wech bennak… E Gwened, ar foz a zonaas c’hoazh etrezo.

1944
Daveenn : EURW.1 p.131

Dre ar son-se, degaset deomp war ar gwagennoù, meur a vil kilometr eus Moskov, hor boa bet un damskeud eus an doare lu a gased da benn ar c'hoari en Unvaniezh ar Republikoù Soviedat.

1985
Daveenn : DGBD p140

Evel-se e vo tu da gavout ur c'hempouez etre an holl izili, ha choaz an traoù gwellañ en ur zerc'hel d'an unvaniezh. Ha bezañ gouest da zibab un dra all ouzhpenn deiziad ar vanifestadeg da zont.

2015
Daveenn : DISENT p23

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial