Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. Pezh a c'hoarvez gant udb. o vont da fall, o vont da get. An XVIIIvet kantved a voe ur prantad diskar evit ar c'hoariva er vro-se. Taol kentañ an diskar. & Mont war an diskar : mont da fall, kregiñ da vont da get. Goude-se e talc'has ar c'herneveg da vont war e ziskar. & Diskar delioù : diskar-amzer. 2. (db. ar prizioù) Digresk bras. Diskar zo war an ed. Diskar a briz. 3. Diskar-loar. Al loar zo en diskar. ES. kresk, nevez. 4. Obererezh diskar (I A 1, 2). Ober un tamm diskar d'o blev. B. (db. an dud) Pezh a c'hoarvez gant ub. zo e yec'hed, e stad o vont da fall. & Bezañ war e ziskar, en e ziskar. Klañvidik e vez ar vugale ganet gant tud en o diskar. Edoc'h war an diskar. & Mont war an diskar : koshaat. E-kreiz e vrud e oa, met o vont war an diskar. II. G. (db. stad an traoù, an dud, yec'hed an dud) Gwechad fallaat. Un diskar spontus zo deuet war ar gwiaderezh. Istor hol lennegezh n'eo ne met Istor un diskar.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

an diskar eus ar sezon

1732
Daveenn : GReg pg arriere(-saison)

an oad diskar

1732
Daveenn : GReg pg age

da neb a bren ar c'hoad eo paeañ an diskar anezhañ

1732
Daveenn : GReg pg abatage

da neb a bren ar c'hoad eo paeañ e ziskar

1732
Daveenn : GReg pg abatage

diskar koad

1732
Daveenn : GReg pg abatage

diskar

1732
Daveenn : GReg pg abatis, caducité, decadence (declin, ruine imminente), declin (decadence), decours (diminution de lumiere dans le cours de la lune), deperissement

diskaro

1732
Daveenn : GReg pg abatis

emañ an den-hont war an diskar eus e vuhez

1732
Daveenn : GReg pg (cet homme est sur son) arriere(-saison)

emañ an den-hont war e ziskar

1732
Daveenn : GReg pg (cet homme est sur son) arriere(-saison)

un diskar bras a goad

1732
Daveenn : GReg pg abatis

war an diskar eus ar sezon

1732
Daveenn : GReg pg (sur l')arriere(-saison)

bezañ emañ war e ziskar

1732
Daveenn : GReg pg (cet homme est sur son) declin

an diskar

1732
Daveenn : GReg pg decours (diminution de lumiere dans le cours de la lune)

an diskar

1732
Daveenn : GReg pg decours (diminution de lumiere dans le cours de la lune)

diskar a zouraoù, a vogerioù

1732
Daveenn : GReg pg eboulement (chûte de terres & de murailles)

Rev-gwenn er c'hresk, / Amzer gaer ha fresk. / Rev-gwenn en diskar, / Amzer gleb hep mar.

1732
Daveenn : GReg pg gelée (On dit proverbialement en François & en Breton : / Gelée blanche au croissant, / Marque de beau tems : / Gelée blanche au decours , De la pluïe sous trois jours.)

Mat eo hadañ war an diskar eus al loar.

1850
Daveenn : GON.II p.59, "Il est bon de semer au décours de la lune".

diskar

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diskar

diskar a zo war ar varc'hadourezh

1850
Daveenn : GON.II pg marc'hadourez

diskar

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diskar

d'an diskar eus an delioù e vez atav klañv

1850
Daveenn : GON.II pg diskar

un diskar bras a goad a zo

1850
Daveenn : GON.II pg diskar

ann diskar

1850
Daveenn : GON.II pg diskar-loar

« Lâret em beus dezho ho poa ur gwall stropad, / Edoc'h war an diskar. »

1867
Daveenn : MGK p105

Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.

1867
Daveenn : MGK p14

oad diskar

1931
Daveenn : VALL pg age (mûr, déclin, retour de l'âge)

diskar

1931
Daveenn : VALL pg abatage, arrière-saison, baisse

diskar a zo war…

1931
Daveenn : VALL pg baisse

diskar prizioù

1931
Daveenn : VALL pg baisse

en e ziskar

1931
Daveenn : VALL pg arrière-saison

gwerzhañ war ziskar

1931
Daveenn : VALL pg baisse

Pantennoù an traoniennoù, er broioù-se, a deuz en dour buan-tre hag ar c'hrignerezh boutin en deus nebeut a-walc'h a berzh e diskar an torosennadur.

1943
Daveenn : TNKN p77

Gellout a reer lavarout n'eus bet troc'h ebet a-hed ar c'hantvedoù e treuzkas an Ilias, ha pa vefe, zoken, goude diskar Impalaeriezh Roma.

2016
Daveenn : ILIAS p. 7

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial