Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
124
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Lakaat (udb.) da vont d'an traoñ. Diskar ur c'hleuz, ur wezenn. Diskar taolioù, ur gloued. & (db. an edoù) Mediñ. Lezel an ed da azviñ a-raok o diskar. 2. Distrujañ. Diskar ur c'harrdi. Diskar ur vro dre an dir hag an tan. [1955] E-keit m’edod gwechall o tiskar kozh iliz Priel hag o sevel an hini nevez, gwintet ken uhel war he zosenn, e veze an den-se o prejañ hag o lojañ e ti Soaz Sapeur. & Trl. skeud. Diskar un iliz da sevel ur chapel : en em zizober eus udb. evit kemer unan all disteroc'h. 3. Lakaat (ub., ul loen bnk.) da gouezhañ. An den zo bet diskaret war e benn gant un taol bazh. O treuzin ar stêr e oant bet diskaret gant red an dour. Diskaret en doa ar peroked d'an douar. Diskar ub. diwar e varc'h. Trl. [1659, 1732, 1877, 1924, 1960] diskar d'an douar. [1877] [...] bezañ didruez ouc’h an holl, ha diskar d’an douar muiañ ma c’helljent, kozh ha yaouank, gwazed ha merc’hed [...]. [1878] [...] hag a roas dezhañ un taol-tourt ken krenn, ma torras e fri dezhañ ha m’hen diskaras d’an douar. [1924] E c’hloazañ a reont hag e ziskar d’an douar. [1960] Hogen, un den nerzhus-dreist eo Pêr hag o diskarañ a ra d'an douar e berr amzer. & Trl. skeud., PEMDEZ Ur c'hwezh da ziskar ar c'hezeg : flaerius-tre. & Diskar e glipenn da ub. : serriñ e veg dezhañ. & (db. al loened-kig dh.) Lazhañ. Poent eo d'ar c'higer diskar loened. 4. (db. ar filzier) Goveliañ evit ar wech kentañ. 5. (db. an hentoù) Ergerzhout buan. Alies e save war e jav, da ziskar al levig hent a oa etre e vaner hag ar c'hastell. B. Dre ast. 1. (db. an dud dh.) Lakaat da vont da fall. Bezañ diskaret gant ur c'hleñved, an oad, ar glac'har, ar gozhni. Ar vezventi a ziskar an tiegezhioù. Diskar al lorc'h, an nerzh kalon zo en ub. 2. Dre ast. (db. an dud) Lakaat da goll e garg, e renk, e vrud. Diskar ur politikour. [1878] Robespierre a voe diskaret gant re-all n’oant ket kalz gwelloc’h evitañ hag o doa c’hoant da gaout e garg. [1878] N'eo ket evit ho klemm nag evit ho tamall, na kennebeut evit ho tiskar e giz ebet eo er lavaran. C’hwi a gav deoc’h oc’h mestrez e Penn-an-Nec’h, marteze e faziit. II. V.g. Mont da fall. An oad a zeu, diskar a rez.

Skouerioù istorel : 
84
Kuzhat roll ar skouerioù

diskar

1499
Daveenn : LVBCA p59 (abbastre)

Katell zo lavaret ha deuet digant 'Coste' [gresianeg κατά moarvat] pehini a dalv kement da lavaret evel holl ha digant 'ruine' [latin 'ruina' moarvat], peheny a dalv kement da lavaret evel trebuchañ pe gouezhañ, ha rak-se Katell a dalv kement da lavaret un trebuchañ universel; rak edifis en aerouant zo dreizi hag enni an holl trebuchet[.]

1576
Daveenn : Cath p3

[D]iskaret ha trebuchet he deveus an edifis a orgelh dre an humilite anezhi[.]

1576
Daveenn : Cath p3

diskaret he deveus an edifis a goñvetiz charnel dre an virginite a observas hag a viras hag ivez pep koñvetiz monden rak disprizañ a eure pep tra monden.

1576
Daveenn : Cath p3

diskar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg abatre, demolir, demollir, renuerser, ruiner

diskar d'an douar

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aterrer, terrasser

diskar en e c'hwen pe a-c'hwen e gorf

1659
Daveenn : LDJM.1 pg renuerser

diskar ar priz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rabatre (du prix)

direnkañ, ha diskar soudarded war droad

1732
Daveenn : GReg pg enfoncer (un bataillon des ennemis)

diskar

1732
Daveenn : GReg pg abatre, coucher (abattre, & mettre à fleur de terre), (tomber en) decadence, demolir

diskar d'an douar

1732
Daveenn : GReg pg abatre

diskar ur marc'heger diwar e varc'h

1732
Daveenn : GReg pg (faire perdre les) arçons (à un cavalier)

diskariñ

1732
Daveenn : GReg pg abatre

diskaret

1732
Daveenn : GReg pg abatre, coucher (abattre, & mettre à fleur de terre), coupper, culbuter, (tomber en) decadence, demolir, desarçonner

diskar frouezh gant perch

1732
Daveenn : GReg pg gauler (battre les arbres fruitiers pour en faire tomber le fruit.)

ar glav hag an avel o deus diskaret an edoù

1732
Daveenn : GReg pg blé (les vents & les pluïes ont abatu les blez)

diskar dreist-penn d'an douar

1732
Daveenn : GReg pg bouleverser

diskar koad

1732
Daveenn : GReg pg bucher (abatre du bois dans les Forests, & en faire des buches)

diskaret koad

1732
Daveenn : GReg pg bucher (abatre du bois dans les Forests, & en faire des buches)

diskar keuneud

1732
Daveenn : GReg pg bucher (abatre du bois dans les Forests, & en faire des buches)

diskaret keuneud

1732
Daveenn : GReg pg bucher (abatre du bois dans les Forests, & en faire des buches)

diskaret frouezh gant perch

1732
Daveenn : GReg pg gauler (battre les arbres fruitiers pour en faire tomber le fruit, pp.)

diskar d'an douar

1732
Daveenn : GReg pg coucher (abattre, & mettre à fleur de terre)

diskar ur c'hoad

1732
Daveenn : GReg pg coupper (une forêt)

diskar penn evit penn

1732
Daveenn : GReg pg (faire faire la) culbute (culbuter)

diskar

1732
Daveenn : GReg pg (tomber en) decadence

diskariñ

1732
Daveenn : GReg pg (tomber en) decadence

diskar kreñvoù ha murioù ur gêr

1732
Daveenn : GReg pg demanteler (détruire les fortifications d'une Ville)

diskar ur marc'heger

1732
Daveenn : GReg pg demonter (jetter un cavalier par terre)

diskar diwar e varc'h

1732
Daveenn : GReg pg desarçonner (faire perdre les étriers, ou les arçons à un cavalier)

diskar, ha gwerzhañ ur c'hoad

1732
Daveenn : GReg pg exploiter (une forêt)

Gant un tenn fuzuilh em eus e ziskaret.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fuzil, fuzul (Je l'ai abattu d'un coup de fusil).

Diskaret eo gant ar gozhni

1850
Daveenn : GON.II pg kôzni (Il est cassé de vieillesse).

diskarañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diskara et diskar (Abattre. Renverser. Démolir. Détruire. Faire tomber. Abaisser. - Contrarier. Désappointer. Supplanter), pg pila.

diskar

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diskara et diskar (Abattre. Renverser. Démolir. Détruire. Faire tomber. Abaisser. - Contrarier. Désappointer. Supplanter).

diskaret

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diskara et diskar (Abattre. Renverser. Démolir. Détruire. Faire tomber. Abaisser. - Contrarier. Désappointer. Supplanter. Part.)

E ziskaret en deus gant un taol bazh.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diskara (Il l'a renversé d'un coup de bâton).

Mont a reer da ziskarañ an ti-hont.

1850
Daveenn : GON.II pg diskara (On va démolir cette maison).

Diskarañ ar gouelioù.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg diskara (Carguer, plier les voiles).

Gant un drougavel eo bet diskaret ar wezenn-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg droug-avel (Cet arbre a été abattu par une trombe, par un tourbillon).

Kalz a wez a zo bet diskaret gant an avel.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, « Il y a eu plusieurs arbres abattus par le vent ».

He di pehini a oa ker kaer, a zo bet diskaret gant ar gurun.

1850
Daveenn : GON.II p.72

Ur wezenn bennak am eus diskaret.

1850
Daveenn : GON.II p.75 (J'ai abattu quelques arbres).

E-kreiz o c'hentañ brud, 'pad ma c'hwezh an avel, / Un darn merc'hedoù zo a zalc'h uhel o banniel. O c'hribell a ziskar, pa gouezh warno an oad, / Ha neuze ar baotred anezho a ra goap.

1867
Daveenn : MGK p56

En tu pe du, me gred, e kavin frankiz da astenn ur guchenn golo da gousket, rak ne c’hellan ket krediñ o defe ar republikaned diskaret kement ti a yoa e Sant-A[l]bin, hag ouc’hpenn, an disterañ kraou a vezo mat evidon-me.

1877
Daveenn : EKG.I. p.50

Dastum a reas en-dro dezhañ ar soudarded chomet e buhez ; gourc’hemenniñ a reas dezho en em deuler warnomp, a-benn-herr, o baionetez e beg o fuzuilh, bezañ didruez ouc’h an holl, ha diskar d’an douar muiañ ma c’helljent, kozh ha yaouank, gwazed ha merc’hed ; hag ar pezh en doa gourc’hemennet a voe graet en un taol.

1877
Daveenn : EKG.I. p.270

Hag, evit an eil gwech ivez, daou-c’hant tenn a ziskaras tud d’an traoñ, a beurlazhas lod all, e-kreiz an noz, en Hent Don !!...

1877
Daveenn : EKG.I. p.167

E Montroulez e voe c’hoant diskar iliz Itron-Varia-ar-Vur, abalamour ma’z oa an iliz brudetañ eus a gêr dre ar mirakloù a c’hoarveze enni.

1877
Daveenn : EKG.I. p.156

Kemenn d’ar C’higer ez eus e Kermabrouz, e parrez Koadout, loened lart da ziskar a-benn ma teuy gouelioù Pask.

1877
Daveenn : EKG.I. p.90

Diskaret o doa an Aotrou Krist binniget hag ar sent, diframmet o doa an aoter.

1878
Daveenn : EKG.II p.80-81

Hogen Yann Pennorz n’en deus ket a c’hoant da vezañ diskaret eus a veg tour Berven evel ma tiskar ar chaseer ar vran-louet eus a veg ar wezenn-faou.

1878
Daveenn : EKG.II p.126

Va c’hoar, plijet ganeoc’h va selaou. En un amzer all, birviken n’em bije lavaret deoc’h kement-mañ ; fenoz e rankan er lavaret : n'eo ket evit ho klemm nag evit ho tamall, na kennebeut evit ho tiskar e giz ebet eo er lavaran. C’hwi a gav deoc’h oc’h mestrez e Penn-an-Nec’h, marteze e faziit.

1878
Daveenn : EKG.II p.257-258

Robespierre a voe diskaret gant re-all n’oant ket kalz gwelloc’h evitañ hag o doa c’hoant da gaout e garg.

1878
Daveenn : EKG.II p.227

O welet n’int ket c’hoazh kontant da vezañ lakaet ar Roue d’ar marv, o deus ouc’hpenn diskaret an Aoter ha digaset an idolatriaj e Frañs ; abalamour da se e tianzavan al lezenn nevez-se, hag e c’houlennan bezañ diskarget eus va bili a gorporal, ha servijañ hepken evel fuzuilher simpl en armeoù ar Republik.

1878
Daveenn : EKG.II p.202

Unan a roas un hortad dezhañ hag hen diskaras war an aoled, abalamour ne zebre tamm ha ne eve banne.

1878
Daveenn : EKG.II p.185

Ar maout a reas daou pe dri baz a-dreñv hag a deuas a-benn-herr war ar soudard p’edo o plegañ e benn, hag a roas dezhañ un taol-tourt ken krenn, ma torras e fri dezhañ ha m’hen diskaras d’an douar.

1878
Daveenn : EKG.II p.145

Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Heñvel ouzh gofed o brec’h nerzhek, e skoont hep skuizhañ gant ar goaf hag ar c’hleze ; e tiskogellont, e tiskaront strolladoù an enebour ; o distrobañ a reont, un tremen ledan ha gwadek a zigoront a-dreuz d’ar renkadoù anezho ; pulluc’hañ a reont o difennoù, o c’hreñvlec’hioù, kement harz o devoa savet outo war an hent.

1923
Daveenn : SKET p.80

Ar re-mañ, kerkent ha peursavet al logelloù, a stagas da zifraostañ an douar tro-dro, da hadañ, da ziskar gwez, da hemolc’hiñ, da besketa.

1923
Daveenn : SKET p.96

Nemetos a reas lazhañ dre ar c’hleze holl gêriz gwitibunan ; diskaret e voe ar voger, pulluc’het an tiez gant kement a oa enno, beuzet pe vouget an holl loened.

1923
Daveenn : SKET p.129

An olifant hirzentek a striv da ziskar gwez e lezenn ar frankizennoù m’emañ o peuriñ enno an ejen-meur hag an ejen-moueek.

1924
Daveenn : SKET.II p.48

E c’hloazañ a reont hag e ziskar d’an douar. Hag i sailhañ warnañ hag e dachañ ouzh al leur gant beg o goafioù.

1924
Daveenn : SKET.II p.51

Padout, mirout, gwellaat, krouiñ eo bevañ hervez al Lezenn ; bevañ er-maez eus al Lezenn, avat, gwashaat, diskar, mont da goll, mervel !

1924
Daveenn : SKET.II p.30

diskar

1931
Daveenn : VALL pg s'abaisser (au figuré), abattre

Ar gounezer a oa an hini a ziskare ar muiañ a gilhoù gant un taol boul.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

C'hoari gourenn : daou gog bihan a esa en em ziskar.

1944
Daveenn : EURW.1 p24

C'hoari ar c'hilhou : Nav gilhenn goad begoù moan, savet teir-ha-teir, hag ur voul dev a veze stlapet warno, diouzh ar pal, evit o diskar.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

Diskaret ar galoch, ar gwenneien, -pe ar boutonoù-, a chome 'n he c'hichen hep stlabezañ, a veze d'an hini en doa he diskaret gant unan eus e dri bez.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

Dinerzh avat e skoe an daouarn, hag alies zoken e skoent ouzh ar c’hleuzioù hag e tiskarent e daoulagad an daou emganner poultrenn ha loustoni all.

1944
Daveenn : ATST p.21

[...] hag a-bell-da-bell ur bodadig tiez, pe gentoc’h krevier izel ha lous, gant un doenn soul hag ar mogerioù anezho graet gant plenk disliv, hag holl ken bresk da welout ma na vije ket bet ezhomm ur barr avel [barr-avel], nann da !... ur bramm hepken en divije gallet o diskar.

1955
Daveenn : VBRU p.40-41

Er c’hoad-se spurmantet ganin eus a-bell, daoust ha ne vefe ket bet ennañ o tiskar sapr gant e vouc’hal sapeur d’aozañ war ar prim pontoù da saveteiñ peurrest an Arme Veur heskinet gant ar Gozaked ouez ?

1955
Daveenn : VBRU p.41

Ac’hanta, van ebet ne reas ar gelennerez yaouank ha dindan un nebeudig amzer, gant an donezonet ma ’z oa evit an holl yezhoù, evel an darn vuiañ eus he c’henvroidi, e tapas zoken an tu da zisplegañ penn-da-benn ha hogos ken reizh ha me va fentigell, ur skoilh na vije biken diskaret, war a greden, gant ur plac’hig n’he devoa morse klevet ur ger brezhoneg.

1955
Daveenn : VBRU p.59

E-keit m’edod gwechall o tiskar kozh iliz Priel hag o sevel an hini nevez, gwintet ken uhel war he zosenn, e veze an den-se o prejañ hag o lojañ e ti Soaz Sapeur.

1955
Daveenn : VBRU p.17

Hon Nasion garet 'glask diskarañ / Ha lemel diganeomp gwirioù ha bara.

1960
Daveenn : PETO p36

Bras eo madelezh Mab an Den, / Arabat 'ta koll fiziañs ken. / Morzhol Doue a ziskaro / Ar re ' venn hor gwaskañ garv. / Eomp, gant skoazell Santez Anna, / Ouzh an Ifern d'en em gannañ.

1960
Daveenn : PETO p23

Hogen, un den nerzhus-dreist eo Pêr hag o diskarañ a ra d'an douar e berr amzer.

1960
Daveenn : PETO p51

Salver Jezuz, gant trugarez, / Hastit d'astenn nerzh Ho kwarez / War ar c'haezh-mañ d'er skoazellañ / Pe e roint, hep ampellañ, / Dezhañ, herr, ar mestaol garv / En divello ha diskaro !

1960
Daveenn : PETO p.73

Adsevel pobl Vreizh a dalv evidomp diskar ar gapitalouriezh ha sevel en hor bro ha gant pobloù all ar bed ar sokialouriezh a roio an tu da bep hini da vout mestr war e vuhez ha da bep pobl d'en em ren hec'h-unan.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

An droc'herien goad a ra ivez kement-se evit bevenniñ ar rann o devez bet aotre da labourat enni, koulz hag evit klask ar gwez a vo da ziskar.

1985
Daveenn : DGBD p40

Aon en dez an nen rak an titouroù o "fuiñ" hag a c'hallfe diskar an obererezh, aon rak unan bennak en defe gallet en em silañ en aozadur, peotramant c'hoazh aon rak feulster ar boliserien traken.

2015
Daveenn : DISENT p.154

"Savet em eus ma merc'h met biskoazh ne'm eus hi komprenet," emezi din etre div zifronkadenn. "Speredek eo, barrek, desket, met pa c'hortozer an nebeutañ e ra traoù hag a ziskar pep tra. N'eo ket ar wezh kentañ eo, met an hini washañ eo. Rak bremañ emañ o vont da foeltrañ he buhez."

2015
Daveenn : EHPEA p67

Ar wech-mañ e fell deoc'h chom e-barzh ur wezenn a zo da vezañ diskaret gant ur penngaser bennaket.

2015
Daveenn : DISENT p97

Da skouer oc'h astenn a-dreuz un hent-houarn evit herzel un tren karget a lastez nukleel. Peotramant o c'hourvez dirak un tourter kuit na vefe diskaret un ti palestinian.

2015
Daveenn : DISENT p65

Degaset e oa bet en Italia e-kreiz ar XVvet kantved gant Basilius Bessarion, denelour gresian eus impalaeriezh Konstantinopoulis, kent d'an impalaeriezh-se bezañ diskaret gant an Durked.

2016
Daveenn : ILIAS p.8

Ofis publik ar brezhoneg