1. Zo bet ub. pe udb. ouzh e ziskar.
Ur ranngalon e oa gwelet gwez diskaret ar c'hoad war-lerc'h ar gorventenn.
[1954] A-daol-trumm e voe gourc’hemennet eus Pariz d’ar C’hleber ha d’ar Paskal mont a-dizh da Jameston, kêrbenn enezenn Jamaïka, o paouez bezañ hanter ziskaret gant ur c’hren-douar.
2. (db. ar savadurioù)
Zo kouezhet en e boull.
Diskaret eo ar maner bremañ. Ur chapel gozh diskaret.
3. Pemdez (db. an dud)
Aet skuizh-tre, digalonekaet-mik.
Aze e oan diskaret !
[1878] Kalon ur Breizhad a c’hell bezañ ankeniet, glac’haret, brevet ; mes ne vez james diskaret [...].
Daveenn :
GON.II.HV
pg diskaret (Déchu, tombé dans un état moins brillant, moins bon. Supplanté).
Tiez an dud, pa gouezhont, a-nevez vez savet ; / Ne c'heller neveziñ ar gened diskaret.
Tiez ann dud, pa gouezont, a-nevez vez savet ; / Ne c'heller nevezi ar gened diskaret.
1867
Daveenn :
MGK
p57
Ker buan, evel pa vije bet Doue e-unan o lavaret dezhañ e lavare gevier, e tirollas un tarzh kurun ker gwazh, ma kouezhas, gant ar stroñs, tri pe bevar maen diwar beg pignon an iliz a yoa dirazo, hanter ziskaret.
Ker buan, evel pa viche bet Doue he-unan o lavaret d’ezhan e lavare gevier, e tirollaz eun tarz kurun ker goaz, ma kouezaz, gand ar strons, tri pe bevar mean divar bek pignoun an iliz a ioa dirazho, hanter diskaret.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.58
E-pad an emgann, pa welent unan bennak diskaret, ez aent war-zu ennañ d’hen destum, d’hen digas ganto a-gostez evit her prederiañ, evel ur breur, pe e vije anavezet ganto pe ne vije ket ; a-walc’h e oa dezhañ bezañ a-du ganeomp-ni.
Epad an emgann, pa velent unan-bennag diskaret, ez eant varzu ennhan d’hen destum, d’hen digas gantho a gostez evit her prederia, evel eur breur, pe e viche anavezet gantho pe ne viche ket ; avoualac’h oa d’ezhan beza a du ganeomp-ni.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.291-292
Ha war an heñchoù, pet kroaz na welit-hu ket diskaret, torret o divrec’h dre gounnar ouc’h an Aotrou Doue ?
Ha var an hentchou, pet kroaz na velit-hu ket diskaret, torret ho divreac’h dre gounnar ouc’h an Aoutrou Doue ?
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.172
Kaout e rejont leandi Sant-A[l]bin hanter ziskaret ; evelato e voe aezet a-walc’h kaout ur c’hogn disc’hlav d’ar manac’h da astenn e guchenn golo.
Kaout e rejont leandi Sant-Aubin hanter-ziskaret ; evelato e oue eazet avoualac’h kaout eur c’hougn disc’hlao d’ar manac’h da astenn he guchenn golo.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.53
Kerkent ha ma voen savet dioc’h Keraouell, e welis Kroaz-ar-Pab, ur groaz vrav-meurbet, diskaret ha torret.
Kerkent ha m’oenn savet dioc’h Keraouell, e veliz Croaz-ar-Pab, eur groaz vrao meurbet, diskaret ha torret.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.33
Kalon ur Breizhad a c’hell bezañ ankeniet, glac’haret, brevet ; mes ne vez james diskaret ; e feiz hen dalc’h en e sav en ur ziskouez dezhañ an neñv, el lec’h m’emañ e vro.
Kaloun eur Breizad a c’hell beza ankeniet, glac’haret, brevet ; mez ne vez jamez diskaret ; he feiz hen dalc’h enn he za en eur ziskouez d’ezhan an env, el leac’h m’eman he vro.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.172
Ar wezenn-dilh ’ta he devoa klevet… bremañ, siwazh !… em bugaleaj bev e oa c’hoazh ar wezenn, abaoe kozh douar, krignet gant an oad, disec’het war he zroad, diskaret eo bet gant ur barr-avel.
Ar weenn dilh ’ta he devoa klevet… breman, siouaz !… em bugaleach beo e oa c’hoaz ar weenn, abaoe koz douar, krignet gant an oad, dizec’het war he zroad, diskaret eo bet gant eur barr-avel.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).
Kerkent diskaret ha savet, kerkent savet ha diskaret ar c’hêrioù eno.
Kerkent diskaret ha savet, kerkent savet ha diskaret ar c’hêriou eno.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.70-71
Hor [sic] hendadoù, ar Gelted kozh, o doa kemeret un tourc'h da arouezinti ha, patrom ar penn-moc'h, kludet ma'z oa war beg ur vazh hir, a reas ganto tro an Europa, atav er vann ; morse diskaret !
Hor hendadou, ar Gelted koz, o doa kemeret eun tourc'h da arouezinti ha, patrom ar penn-moc'h, kludet ma 'z oa war beg eur vaz hir, a reas ganto tro an Europa, atao er vann ; morse diskaret !
1929
Daveenn :
SVBV
p.14
Diskaret ar galoch, ar gwenneien, -pe ar boutonoù-, a chome 'n he c'hichen hep stlabezañ, a veze d'an hini en doa he diskaret gant unan eus e dri bez.
Diskaret ar galoch, ar gwenneien, -pe ar boutonou-, a chome 'n he c'hichen hep stlabeza, a veze d'an hini en doa he diskaret gant unan eus e dri bez.
1944
Daveenn :
EURW.1
p23
A-daol-trumm e voe gourc’hemennet eus Pariz d’ar C’hleber ha d’ar Paskal mont a-dizh da Jameston, kêrbenn enezenn Jamaïka, o paouez bezañ hanter ziskaret gant ur c’hren-douar.
A-daol trumm e voe gourc’hemennet eus Paris d’ar C’hleber ha d’ar Paskal mont a dizh da Jameston, kêrbenn enezenn Jamaïka, o paouez bezañ hanter-ziskaret gant ur c’hren-douar.
1954
Daveenn :
VAZA
p.94
Marv an David, person touer parrez Gouezeg, bet diskaret e miz even eus ar bloaz 1795, eizh deiz pe war-dro a-raok dilestradeg Kiberen, gant un nebeud gwazed eus arme Kadoudal, en deus roet tro din da sevel an drama-mañ.
Maro an David, person touer parrez Goezeg, bet diskaret e miz even eus ar bloaz 1795, eiz deiz pe war-dro a-raok dilestradeg Kiberen, gant eun nebeud gwazed eus arme Kadoudal, en deus roet tro din da sevel an drama-mañ.
1960
Daveenn :
PETO
p8
Ya ! ho kure, person karet / ' Zo diredet gant azaouez, / War ho tro, p'emaoc'h o paouez / Bezañ gloazet ha diskaret.
Ya ! ho kure, person karet / ' Zo diredet gant azaouez, / War ho tro, p'emaoc'h o paouez / Beza gloazet ha diskaret.
1960
Daveenn :
PETO
p82
Evel ma oa bet diskaret avat ar prezidant Nguema, e voe neuze divadezet adarre Fernando Poo, ha deut eo bremañ da vezañ Bioko.
1985
Daveenn :
DGBD
p94
Evit aesaat an tremen e vez taolet keuneudennoù er fank pe zoken diskaret ur wezenn evit ma vo kerzhet hed-ha-hed warni.
1985
Daveenn :
DGBD
p34
N'eus mui mamm ebet ken da zont davedon, diskaret eo bet ar gwez-tilh en alez ar Pont-Nevez, ha diframmlaeret ar c'hastrilhez diouzh jardin ma mamm-gozh, n'eo ket mui ur jardin anezhañ, ha n'eo ket mui da'm mamm-gozh.
N'eus mui mamm ebet ken da zont davedon, diskaret eo bet ar gwez-tilh en alez ar Pont-Nevez, ha diframlaeret ar c'hastrilhez diouzh jardin ma mamm-gozh, n'eo ket mui ur jardin anezhañ, ha n'eo ket mui d'am mamm-gozh.