Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Obererezh treizhañ. Eus Zanzibar d'an douar-se n'eus nemet seizh lev treizh. Risklus e oa an treizh. 2. Micher an treizher. II. G. 1. Gwechad treizhañ. Un treizh hir en defe d'ober a-raok tizhout an enezenn. E-pad an treizh e tarzhas un taol-arnev spontus. 2. Lec'h ma treizher. Tostik-tre d'an treizh. [1925] Erru eo poent deomp, bugale, diskenn da Doull-ar-C’hirri, ma fell deomp tremen an Treizh hag erruout er gêr, a-raok ma vo noz teñval… III. Stn. A reer gantañ evit treizhañ. & Ur vag-treizh : bag plat he strad a dalvez da dreuziñ ur stêr, un aber, ha kement zo.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

treizh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg passage

daou dreiz

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

treizh

1850
Daveenn : GON.II pg tré, tréc'h, treic'h, treiz, trémen

treizh

1850
Daveenn : GON.II pg tréc'h

treizh

1850
Daveenn : GON.II pg treic'h, treiz

treizhioù

1850
Daveenn : GON.II pg treiz

treizh

1850
Daveenn : GON.II pg treiz

treizh

1850
Daveenn : GON.II tré

Mont ez raok n’ec’h eus ken d’ober, ha lakaat evezh ouzh ar froudoù. Treizh mat dit ! Salv ma tiraezi penn ar stêr, ma weli, laouen ha dic’hloaz, heol warc’hoazh o parañ !

1924
Daveenn : SKET.II p.43

Erru eo poent deomp, bugale, diskenn da Doull-ar-C’hirri, ma fell deomp tremen an Treizh hag erruout er gêr, a-raok ma vo noz teñval…

1925
Daveenn : BILZ2 p.128

E Rosko, e pignis er vag vihan a rae an treizh etre an douar-bras hag enezenn Vaz, hag ec’h erruis goude lein e ti an itron Milin, ez eeun dirak ar mor.

1944
Daveenn : EURW.1 p.93

— « Bag an treizh ? » — « Ya. » — « Hag an dud o do c’hoant da dreizhañ ? » — « Heu !… heu !… » — « …A chomo gant o c’hoant, Job ? »

1944
Daveenn : ATST p.101

Ma vo dizrouk o zreizh er bed, / A- holl-galon, breudeur bepred, / Ma ne vo mui na Gwenn na Glaz, / Drailh ruz ganto 'vel ki ha kazh, / Ma ne vo ken na droug na doan, / O ! ma Jezuz, C'hwi ar gwir Oan !

1960
Daveenn : PETO p84

Ken hegasus all eo d'an dud mont en douar : evel ma ne c'hell ket ar bagoù karget eus an treizh stokañ ouzh al lestr en abeg d'an houl, e vezont diskennet e seurt "paneroù" a-istribilh, plas enno da bevar pe bemp den, hag ur wech aet ar vag da gichen ar pont-douarañ, e vezont sammet war hemañ er memes mod.

1985
Daveenn : DGBD p20

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial