tremenet
ar bloaz tremenet
tremenet a c'hiz
Mes an amzer-se a zo tremenet, siwazh ! hag al loened o deus moarvat dizesket meur a dra.
Hag en em gavout a rit dreist d'an Den Fur e-unan, pa rankit, da izelaat ho kalon, mont keit-all, en amzer dremenet, da glask abeg d'hec'h izelaat ?
Hogen, tamm ebet ne oan souezhet gant kement-se, ral pell ’oa, abaoe va beaj Sidney Kap a Vreizh er C’hanada, ha dreist-holl abaoe an deizioù tremenet ganimp e Kristiania, gout’ouien petra eo an « Heol Hanternoz ».
Siwazh, emaon o rambreal diwar-benn traoù tremenet ! aet eo da droadañ ar fererezed a rae war-dro ar c’hatiolennoù ; ne zichañs ken din parañ va selloù war vouchoueroù lirzhin gwech-all [gwechall] (1).
Daoust d’ar seizh vloaz ha daou ugent tremenet abaoe se, krediñ a ra din e-kerzh ma skrivan ar pennad-mañ, adgwelout ur bern bigi-dre-lien pe dre roeñvoù o skarañ lark-kaer war-du an Ernest Renan hag i leun a wragez hag a verc’hed yaouank eus Porzh Maria, Sant-Pêr, Porzh Haligenn ha me oar, ha d’o heul ar mammoù war evezh, o divjod spelc’het gant an avel-vor, o fenn a-dreñv ken ledan ha talbenn un dumporell hag holl o trailhañ ur brezhoneg ken garv ma n’intenten ket al lodenn vrasañ eus o c’homzoù…
Tremenet e oa kala miz Ebrel ; krog ’oa ar gwez d’en em stipañ gant struj ha delioù nevez-flamm, hag an evned a gane meuleudi d’o C’hrouer, met tanfoeltr van ne raen outo.
Alies e teue da Grec’h Elies da zivizout diwar-benn an amzer dremenet gant e ostizez gwechall ha gwisket e veze d’e dro e-giz un Aotrou, gant ul levitenn vezher du, ha dezhañ un tog heñvel ouzh hini Churchill, met segalenn ebet ne vutune, gant aon emichañs rak foraniñ ar madoù ne oa ket ar gwir berc’henn anezho.
Devezhioù zo emaoc'h engortoz eus lizhiri digant mignoned ker. Chom a rit war c'hed da ur paotr al lizhiri. Netra. Hiziv. Tremenet, a gav deoc'h, an eur, ez it d'ho labour. Distro, hoc'h eus kavet daou lizher... Unan da baeañ ho tailhoù, unan da baeañ koumanant ho journal... Pebezh disouezhadenn !
An devezhioù tremenet war al lestr n'o devoa ket desket din c'hoazh ar basianted ret ; n'em boa mall nemet da vont da zirennañ va divesker war an douar kalet, setu ma kavis hir va amzer rankout chom azezet adarre eurvezhioù dirak an daol ; hag, ur wech aet en douar, anv ebet adarre da vont da c'hourvez, hogen chom c'hoazh div pe deir eur da c'houllonder un nebeud boutailhadoù bier.
Diwezhatoc'h, peogwir e vennen-me ivez teuler ma buhez tremenet e puñs an ankounac'h da vat ha da viken.
Er burev e kendalc'has da soñjal e Morten, ken plijadurus e oa bet an nozvezh tremenet gantañ.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tremenet