I.
G.
GOUNEZ.
Temz.
Un tremp eus ar re wellañ eo ar bezhin. Teil an deñved zo un tremp mat. Trempoù kimiek.
&
Tremp-bezhin, tremp-mor : bezhin implijet evel tremp.
II.
H.g.
1. Trl. (db. ar pezh a lakaer en dour)
Kemer an tremp : euvriñ dour.
Dispakañ an dilhad war dour ar poull da gemer an tremp.
&
(db. an douar)
Kemer an tremp : dont da vezañ glebiet-mat gant an dour-glav.
Douar kemeret an tremp gantañ.
2. Dre skeud., difetis
Anien, temz-spered.
Ned int ket eus ar memes tremp. N'en deus ket an tremp diouzh se.
DHS. didremp, distremp.