treut
Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanternoazh ha ma krenent gant ar riv er goañv ; n’oa dezho, ouzhpenn, ar c’hregin-mor nemet ur bevañs treut ha difonn, hag he devoa alies plac’h he gouriz arem hag he gougleze poan vras o tanañ, gant ur maen-kailhastr hag un dornad bezhin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar peñseadoù.
Bilzig ne chomas ket da glask kemend-all. Berr e vennozh war an doare-se : klañv e oa Katellig, kasti ha treut e vreur Yannig, kig ne oa ket da reiñ dezhe, ezhomm o devoa da vezañ bevet mat, prederiet mat ; gedon ha konifled a zo du-hont en koad Keraudren dont a reont da c’hoari war an traezh, war-dro goulou-deiz : mar gall o zapout, tizhet e vefont.
Ar paourkaezh ki-mañ - treut-gagn en deizioù kentañ m'edomp-ni degouezhet e Berrtomm - a lammas ouzhimp en ur fistoulat e lost hag en ur chilpat da lipat hon daouarn deomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratozh-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp, en desped ne yoa den ebet o lakaat evezh warnomp.
avel tret
avel treut
treut
Al logod, avat, dre ma oa treut an traoù en ti a oa tec’het war-du ul lec’h all.
Goude lein e voe un dalc'h all, gant an hevelep re, nemet e oa deut ouzhpenn un aotrou sec'h ha treut, livitennet, toket-uhel, heñvel ouzh ur pastor protestant, ul lunedoù aour war e fri ; hemañ 'oa deut a-ratozh-kaer eus Dublin, kêr-benn Iwerzhon, da zigas salud e vro, ha da bediñ brogarourien Vreizh da zont d'ur c'hendalc'h hollgeltiek a oad oc'h aozañ eno a-benn bloavezh ar c'hant.
Setu ! tri den skañv ha treut omp-ni, tri gwir skarineg ; hag egile a zo bras, tev ha ponner ; hag anat eo e vez douget aesoc'h seizh-ugent lur eget ne vez graet daou-c'hant lur.
Ur pemp bloaz ha tregont bennak eo, bihan-holl, rodellek e vlev, ha treut evel ur skarzh-dent.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
treutaat