tridal
tridal
tridet
Distreiñ rin hepdale, ha neuze hed-da-hed c'hwi a glevo ganin kement vo c'hoarvezet. An displeg a vo kaer; neb ne wel nemeur a dra, n'en deus nemeur ivez da lavaret da zen. O klevet va zroioù, c'hwi a drido laouen; ne vezo ket avat, ne vezo 'vit netra, rak emeve deoc'h-hu, setu a c'hoarvezas, p'edon el lec'h-mañ-lec'h; eno c'hwi hoc'h-unan, c'hwi gavo deoc'h bezañ, c'hwi ganin ken unvan !
Kalon tud ar vro a dride a levenez o welet [e] oa, e kreiz kement a zispac’h, ankounac’haet kouent Sant-A[l]bin, ha bep noz e pep ti, pa c’helled lavaret ar pedennoù, rak ne c’helled ket hen ober bemdez, abalamour d’ar republikaned ha d’an dud fall a rede dre ar vro, ha ne felle ket dezho klevet hanv eus a Zoue, bep noz e lavared atav ur "Bater" hag un "Ave Maria" evit pellaat pep droug diouc’h menec’h an abati.
E-touez ar c'hantad a dud e Breizh a-bezh a lenno al levr-mañ betek an enebenn diwezhañ, en em gavo marteze unan pe unan a drido e spered ouzh an dremmweladoù nevez displeget dirazañ gant e lennadur.
tridal gant al levenez
Hag ar palater all, krommet e-skeud an heol ? O, ma c'halon, tridit !
Gouloù cheñch-dicheñch ar skrammoù a sklêrijenne an dremmoù aketus, a dride gwech an amzer aon pe gant fulor ar c'hoarierien.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tridant